International

Bretoned e Brusel : "Ne vimp ket sioul ha seder a-raok pell"

Par Tudi Crequer et Joan Bizien, France Bleu Breizh Izel mardi 22 mars 2016 à 22:37

Gwalldaolioù Bruksel
Gwalldaolioù Bruksel © Maxppp - NCY

Lazhet e oa bet ouzhpenn 30 den dimeurzh e Brusel hag ouzhpenn 200 gloazet. Tarzhet o doa bombezennoù e aerborzh Zaventem hag e metro Maelbeek. Daou gamikaz a oa hervez ar boliserien. Brezhonegerien a gont deomp an ergelc'h e Bruksel :

Souezhet-mik e oa an holl pa oa bet anavezet ganto ar pezh a oa o c'hoarvezout nepell eus al lec'h m'emaint o vevañ.

  • Gwenaëlle Diquelou, troerez a-vicher eo e Brusel : "Tout va mignoned a zo souezhet ha trist-tre" 

Gwenaelle Diquelou a respont da Joan Bizien (1mn)

  • Thierry Decourt, kelenner sonerez e skolioù Brusel : "Ret eo soñjal emañ an Ankou o wig-ha-wag tro-dro deomp" 

Thierry Decourt a respont da Tudi Crequer (3mn)

Liseidi Brest stanket e Bro Veljia

Loc'het en doa disul ur c'hlasad eus lise Vauban evit mont da Vro Veljia evit dizoloiñ arzoù ar vro-se. E Anvers e oa Clara pa oa bet gwalldaoioù Brusel. "Kendalc'het hon oa an devezh normal met da greizteiz e oa bet pellgomzet d'ar c'helenner evit lavar dezhañ e oa ret distreiñ da Vrest. Met peogwir e oa serret an harz e oa diaes-tre tremen. Gortozet hon eus en ul lise e Anvers." Sañset e tistroio Clara hag e gamaladed d'ar merc'her 23 e Breizh :

"Kalz, kalz a boliserien a zo er straedoù" Clara, 17 vloaz (1mn)

Aozet ar gwalldaolioù gant Daech 

Embannet e oa bet gant Daech e oa an dorfedourien o heuliañ urzhioù roet gantañ. Met arabat kaout aon memestra da vezañ taget adarre eme Regis Le Sommier. Eil-penn-kazetenner Paris Match eo, kazetenner eo bet e-pad pell er Reter-Kreiz, ha skrivet en eus al levr "Daech L'histoire" :

"Ret e oa d'an deroristed hasta'fo" Regis Le Sommier (3mn)

Evit mont pelloc'h : LENN | "Daech, l'histoire" : Penaos eo deuet da vezañ brasañ strollad sponterezh ar bed - Gant Régis Le Sommier