International

Gwall-daol e Ankara | "Ne c'hell ket nemet kreñvaat strollad ar Gurded"

Par Pauline Kerscaven, France Bleu Breizh Izel lundi 12 octobre 2015 à 20:19

Ar blasenn, lec'h 'neus tarzhet ar vombezenn.
Ar blasenn, lec'h 'neus tarzhet ar vombezenn. © Reuters

Marv oa tost kant den, disadorn, e Ankara, e bro Durkia. Tarzhet 'noa ur vombezenn pa oa tud o vanifestiñ evit goulenn e teufe ar peoc'h en dro, er vro. "N'eo ket direbech ar stad", eme Ronan al Louarn, deus ar gevredigezh Keneiledoù Kurd Breizh.

Douaret e oa, e-penn kentañ ar sizhun, an dud marv e-barzh gwall daol Ankara, e Bro Durkia, disadorn. Lazhet oa bet tost kant den ha gloazet kant ha tri-ugent all, en o zouez kalz a Gurded. O vanifestiñ evit ma teufe ar peoc'h en dro e oant disadorn pa noa tarzhet ur vombezenn.

"Meur a hini a soñj eo ur gwall daol ijinet gant ar stad kuzh evit sikour Erdogan" Ronan al Louarn

"Daech a zo e-kreiz ar jeu", 'neus embannet gouarnamant bro Durkia. Met hervez Ronan al Louarn, deus Keneiledoù kurd Breizh, e vije bet prederiet gant gouarnamant Erdogan an darvoud-mañ. "Da gentañ tout, ar Stad islamour 'neus nac'het 'nije lakaet ur vombezenn da darzhañ e Ankara. Meur a hini e Turkia a soñj eo ur gwall-daol ijinet gant ar stad kuzh evit sikour Erdogan 'neus kollet an dilennadegoù diwezhañ, hag ar brezel e Kurdistan." 

Dilennadegoù kannad e miz Du

Embannet oa bet daou zervez a-raok an darvoud e oa paouezet gant ar brezel, gant ar PKK. Ha dilennadegoù kannad nevez a vo aozet d'ar c'hentañ a viz Du. Aon neus Recep Tayib Erdogan nije ket e strollad, an AKP, an holl sezoù. Evel e miz Even, pa noa bet an HDP, strollad politikel ar gurded, un toullad mouezhioù.

Setu hag-eñ e cheñcho an darvoud-mañ, e Ankara, disoc'h an dilennadegoù ? "Ne c'hell nemet kreñvaat strollad ar Gurded", a gendalc'h Ronan al Louarn. An dra-se a zo bet diskouezet goude ar gwall-daol, pa oa aozet manifestadegoù e bro Durkia. Hervez paotr Keneiledoù Kurd Breizh  e cheñch ivez tamm-ha-tamm spered an dud : "An Durked, dre vras, a grog da gomprenn, gant Erdogan 'neus nemet feultzer ha brezel, ha torfedoù a-bep seurt." 

Ronan al Louarn, war-eeun war France Bleu Breizh Izel.

Ar spi zo gantañ, n'o ket aon an dud mont da votiñ d'ar c'hentañ a viz Du.