Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
International

"Ne za ket ar brezel war zu ar Gurded" hervez Kendal Breizh, ur stourmer breizhad

mardi 6 février 2018 à 17:47 Par Pauline Kerscaven, France Bleu Breizh Izel

Emañ arme bro Durkia o vrezeliñ e norzh bro Siria, lec'h m'emañ Kendal Breizh. Stourmañ a ra ar Breizhad a-gevred gant ar Gurded. Met sentout a ra e vez lakaet ar YPG da gostez.

Gant stourmerien eus ar bed a-bez emañ Kendal Breizh.
Gant stourmerien eus ar bed a-bez emañ Kendal Breizh. - Kendal Breizh

Abaoe un toullad mizioù emañ Kendal Breizh o stourm a-gevred gant ar YPG, arme ar Gurded. Ezel eo deus ur strollad stourmerien, o tont deus ar bed a-bezh.  Goude Raqqa ha Deir ez-Zor emañ bremañ ar breizhad, implijet ur pseudo gantañ, e Afrin, nebell eus Alep, e bro Siria

"Ar pemp devezh diwezhañ e oan war an talbenn. Amañ eo sikouret ar strolladoù spontourien gant stad Turkia. Ar gudenn vrasañ evidomp eo o girri-nij. Teurel a reont bemdez bombezennoù warnomp ha war ar boblañs", eme ar stourmer "antifaskourien".   

Kalz a vombezennoù taolet war an drevourien

Hervez arsellva gwirioù Mab Den e Siria e vefe bet implijet gazoù pistrius e kêrioù zo, evel Saraqeb. Met hag-eñ eo bet merzhet gant Kendal Breizh e veze implijet armoù kimiek ? "Amañ e Afrin, n'em eus ket c'hoazh gwelet se. Amañ eo kentoc'h _bombezennoù a izmunitionoù_, hag a lazh kalz a sivilianed. Taolet zo bet bombezennoù a lak an tan er c'hêrioù ivez", a gendalc'h ar paotr. Gantañ vez bannet rokedoù.   

Gant Kendal Breizh e vez stourmet a gevred gant ar YPG abaoe un toullad mizioù. - Aucun(e)
Gant Kendal Breizh e vez stourmet a gevred gant ar YPG abaoe un toullad mizioù. - Kendal Breizh

C'hoant 'neus arme Erdogan skarzhañ ar Gurded, "enebourien bro Durkia" eus ar vro, setu perak eo sikouret Bachar el Assad ganto. Gallout a rafent ivez bezañ sikouret gant Russia. "Ur jeu politikel eo ha ne za ket e tu ar Gurded. Met kalz a dud o deus implijet ar Gurded evit stourm a-enep Daesch da-skouer. Bremañ omp hon unan o stourm e Afrin." 

Kalz a dud a c'hellfe sikour ac'hanomp met n'o deus ket c'hoant - Kendal Breizh

Setu perak e c'houlenn pennoù ar vro digant Turkia mont kuit ar buanañ ar gwellañ. "Kalz a dud a c'hellfe sikour ac'hanomp met n'o deus ket c'hoant. War-zu Turkia ez eont kentoc'h." 

N'eo ket skuizh Kendal Breizh gant ar brezel met plijet e vefe distreiñ da Vreizh e-pad an hañv. "Met n'ouzon ket ma vo posubl. Amañ eo ar brezel, n'eo ket ar vakañsoù. Evit ar mare, e soñjan kentoc'h er pezh e ran bremañ e Afrin. _Bemdez e rankan mont da stourm._"

Atersadenn Kendal Breizh war France Bleu Breizh Izel.

Sellit ouzh ar reportaj savet gant France Info

Un toullad devezhioù 'zo oa Jérôme Jadot hag Eric Audra o reportajiñ e bro Siria. Kejet o doa gant Kendal Breizh.