Médias – People

Berzh a ra an heuliad "Fin ar bed" war ar genrouedad

Par Pauline Kerscaven, France Bleu Breizh Izel lundi 13 novembre 2017 à 17:03

Kontañ a ra "Fin ar bed" buhez liammet tri den.
Kontañ a ra "Fin ar bed" buhez liammet tri den. © Radio France - Sonia Lorec

Skignet eo bet lodenn ziwezhañ "Fin ar bed" war France 3 ar sizhun tremenet. Met tu zo sellet ouzh an heuliad war internet c'hoazh. Hag ober berzh a ra. Ouzhpenn 320 000 den o deus gwelet "Fin ar bed" war Facebook betek henn.

"Tri devezh e-barzh fin ar bed. Teir buhez den oc'h en em heuliañ, en em veskañ, a-raok na gavfe pep hini e hent." E mod-se krog Fin ar bed, an heuliad e brezhoneg savet gant Nicolas Leborgne, gant Nolwenn Korbell, Roger Stéphan ha Kaou Langoët. Ur bern tud 'n eus sellet outañ war an tele, war Frañs 3, ar chadennoù lec'hel ha Brezhoweb adalek fin ar sizhun.

Met ar pezh a zo plijusoc'h c'hoazh evit Mael Gwenneg, rener ar programmoù e Frañs 3 Breizh, eo an niver a dud a zo aet war ar rouedadoù evit sellet ouzh an heuliad skrij. 320 000 den en holl war Facebook, 6 800 war Youtube. "Ne ouezer ket pa groger un dra ma zaio mat pe ma ne zaio ket. Setu plijet omp o welet memestra 'neus graet berzh an heuliad-mañ war ar genrouedad 'giz hon oa c'hoant. Ar pal, adalek ar penn-kentañ e oa e vefe an heuliad-se war ar rouedadoù, kement Youtube, Facebook hag un tammig e-pep lec'h war ar rouedad", eme Maël Gwenneg.

"N'eo ket bet soñjet en tele hepken o produiñ an heuliad" Maël Gwenneg

Da lavaret eo e vez soñjet en a-raok en doare da skignañ pa vezer produer. Gant stumm Fin ar bed, seizh rann dek munut, e oa aes da skignañ an heuliad war internet. "N'eo ket bet soñjet hepken en tele."

Gant Frañs 3 Breizh e vez produet muioc'h-muiañ a eurvezioù skeudennoù evit internet hepken. "Ar bloaz-mañ hon eus kinniget 60 eurvezh abadenn war-eeun war ar genrouedad, div wech muioc'h eget ar bloavezh tremenet. Ha berzh 'neus graet rak bez ez eus bet ouzhpenn ur million seizh kant mil a dud o sellet ouzh an abadennoù-se e-pad an hañv." Diaes eo gouzout met war a seblant eo internet ur beñveg dedennus-tre evit tizhout tud all, ha n'int ket kustumet da sellet ouzh an tele da vat.

Un eil koulzad evit "Fin ar bed" ?

Kement a verzh 'neus graet neuze Fin ar bed en em c'houlenner ma vezo deus un eil koulzad. "Soñj a zo evel just ober un dra all. Ne lavaran ket, dre ret, e vo un eil koulzad deus "Fin ar bed", rak ne vo ket aes kenderc'hel gant an istor e-giz m'emañ. Met soñj ha c'hoant a zo ganeomp kenderc'hel gant faltazi, a galite, e brezhoneg", a gloz Maël Gwenneg.

Klikit amañ evit sellet ouzh an holl rannoù.