Politique

Daou viliard a euroioù evit an implij

Par Nolwenn Quioc, France Bleu Breizh Izel lundi 18 janvier 2016 à 21:04

Ar prezidant François Hollande en deus kinniget ur raktres evit an implij
Ar prezidant François Hollande en deus kinniget ur raktres evit an implij © Maxppp

Kinniget eo bet ur raktres evit an implij gant prezidant ar Republik François Hollande. Muzulioù a vo kemeret buan-tre evit lakaat an niver a dud dilabour da zigreskiñ. Goulennet hon eus da Andre ar Gars, paotr ar CFDT, petra a soñj dezhañ eus lod eus kinnigoù ar prezidant.

"An implij a zo ar gudenn nemeti a dalv ar boan er mare-mañ, estreget ar surentez". Evit François Hollande eo sklaer an traoù : ret eo lakaat an niver a dud dilabour da vont war zigresk. Mod-all en deus prometet ne vo ket war ar renk evit an dilennadegoù prezidant a vo ar bloaz o tont.

Kinniget eo bet gantañ un heuliad muzulioù. En o-zouez emañ ur raktres bras stummañ an dud dilabour. 500 000 anezho a vo o stummañ, neuze, gant ur milion a euroioù lakaet gant ar Stad.

Abaoe pell e c'houlenemp-ni an dra-se - Andre ar gars, ezel eus ar CFDT

"Goulenn a raemp-ni er CFDT an dra-se abaoe pell zo" eme Andre ar Gars, ezel eus ar CFDT. "An embregerezhioù o deus ezhomm barregezhioù ha n'int ket ar memes re hag a-raok. Hag evit lod, chomet e-pad pell war o fost-labour ha lisañsiet war-lerc'h, eo diaes dezho adkregiñ hep stummadur hir a-walc'h."

Aesoc'h e vo ivez d'ar re o deus c'hoant ober studioù pleutrek, pe kaout ur c'hevrad deskerezh pe ur c'hevrad labour micherelaat, lec'h ma vez tu en em stummañ e-pad ar vuhez.

2000 euro evit ar stalioù a c'hopr tud e CDI

Mod all eo bet lakaet ar bouez gant ar prezidant diwar-benn ur skoazell a vo roet, adalek bremañ, d'ar stalioù a vo o c'hoprat tud e CDI, pe e CDD hiroc'h eget 6 miz. 2000 euro a vo roet d'an embregerezh.

Evit Andre ar Gars,"an dra-se a c'hell sikour. Peurvuiañ, ar re a oa prest da c'hoprañ tud a c'hopr gant ar skoazell-se. Met n'eo ket sur tamm ebet e broudfe ar re ne oant ket e soñj goprañ tud. Evit goprañ tud eo ret kaout labour, hag evit kaout labour eo ret kaout ur marc'had a gerzh mat en-dro."

Gwelloc'h sikour ar re zilabour abaoe pell eget ar stalioù - Andre ar Gars

Hag evit ar CFDT, gwelloc'h eo harpañ ar re a zo dilabour abaoe pell eget ober profoù, evel ma lavar Andre ar Gars, d'ar batroned. Un dra zo sur : ret eo ober traoù evit an implij. Hervez ar sifroù diwezhañ e oa 3 574 800 den dilabour er vro ha 155 700 e Breizh, da lavaret eo 9,1% eus an dud a c'hellfe labourat.