Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Politique

Bro Gatalonia : "Etrezek ar frankiz hag ur Republik dizalc'h"

lundi 9 novembre 2015 à 21:34 Par Tudi Crequer, France Bleu Breizh Izel

Votet e oa bet d'al Lun 9 a viz Du gant Parlamant Bro Gatalonia evit ma vo benn 2017 krouet ur Republik distag eus Bro Spagn. Displegadennoù Gwenole Bihannic, dimezet gant ur gatalanez :

Ur vanifestadeg evit dizalc'hidigezh Bro Gatalonia
Ur vanifestadeg evit dizalc'hidigezh Bro Gatalonia © Maxppp - Rich Bowen/LNP

Gwenole Bihannic a respont da Tudi Crequer (5mn)

Ur c'heloù mat eo evit Gwenole Bihannic an diviz bet kemeret gant Parlamant Bro Gatalonia. "Dre ma oa bet nac'het d'ar Gatalaned aozañ ur referendom warlene giz ma vefe bet e Bro Skos. Ha dre ma chome bouzar stad Bro Spagn ouzh ar goulenn-se ne oa dibab all ebet nemet aozañ ur votadeg evit ar Parlamant en ur embann sklaer en a-raok ez aje pobl Katalonia etrezek ur republik distag. P'en em gaves dirak ur voger e rankec'h en em zibab da unan."

Dilennadegoù a oa bet evit ar Parlamant d'ar 27 a viz Gwengolo. "A-raok ar mouezhiedag-mañ e oa bet embannet sklaer gant ar strolladoù a oa war ar renk ma oant a-du pe get evit ma vefe Bro Gatalonia dieub". Ha dilennet e oa bet da neuze un emglev etre daou strollad politikel.

"Ne z'eus diskoulm ebet all dre ma chom bouzar Bro Spagn" Gwenole Bihannic

Anvet eo an emglev-se E.R.C. (Esquerra Republicana de Catalunya). "Broadelour ha dizalc'hour o daou. Unan a zo eus an tu kreiz-dehoù hag unan all eus an tu kleiz. Ur strollad dizalc'hour all, eus an tu kleiz pellañ, oa chomet distag eus an emglev-mañ. An tri a oa en em lakaet a-du evit votiñ d'al Lun 9 a viz Du er Parlamant evit kas Katalonia etrezek ar frankiz."

"Reizh eo e c'hellfe pobl Katalonia, Bro Skos pe Breizh dibab o dazont" Gwenole Bihannic

Embannet n'eus neuze, d'al Lun 9 a viz Du, ar Parlamant ar c'hoant sevel ur Republik nevez benn 2017. Mariano Rajoy, kentañ minstr Bro Spagn, n'eus diskleriet just goude e oa o vont da c'houlenn da Guzul bonreizhel Bro Spagn nullañ diviz Parlamant Katalonia. Ur spont eo evit Gwennole Bihannic. "Se zo ur gwir etrevroadel anavezet : gwir ar pobloù d'en em dermedi war o dazont hag ar pezh a fell dezho. En un demokratelez e kavan reizh e c'hellfe pobl Katalonia, hini Bro Skos pe hini Breizh dibab war o dazont.

Hir an hent betek an dizalc'hidigezh. 

"Er bloavezhioù 1930 e oa bet dilennet dija ERC e penn Bro Gatalonia. Embannet en doa frankiz Katalonia, met n'en doa ket padet nemet un neubeut dervezhioù. Da c'houde gant an diktatouriez e oa bet mouget pep tra met daoust da-se e oa bev ha kreñv an emskiant. Ha tamm ha tamm goude fin an diktatouriez o doa gellet ar strolladoù-se mont war-raok en-dro."