Politique

Danvez-lezenn Paul Molac : kenavo deoc'h, yezhoù bihan

Par Nolwenn Quioc, France Bleu Breizh Izel vendredi 15 janvier 2016 à 22:09

Paul Molac, kannad ar Morbihan, er Vodadeg Vroadel
Paul Molac, kannad ar Morbihan, er Vodadeg Vroadel © Maxppp

Distaolet eo bet gant an deputeed un danvez-lezenn diwar-benn ar yezhoù rannvro. Koulskoude e oa bet asantet an holl pennadoù gant an dilennidi, met er mare diwezhañ eo bet nac'het an destenn gant ar sosialisted.

D'ar Yaou 14 a viz Genver eo bet kinniget gant Paul Molac ha strollad Europa Ekologiezh ar Re C'hlas un danvez lezenn er parliamant. Ar pal : lakaat ar yezhoù rannvro da vont war raok. Ul lezenn bihan a-walc'h, gant pemp pennad hepken.

An tri fennad kentañ a oa gouestlet d'ar skolioù ma vez desket ar yezhoù rannvro dre soubidigezh, evel ar skolioù Diwan. Kinnig a rafent e vefe aesoc'h dezho degemer arc'hant publik. An daou bennad all a oa diwar-benn ar yezhoù er mediaioù hag er vuhez foran, da skouer war ar panelloù.

Ul lezenn evit n'ez afe ket an traoù war-dreñv - Paul Molac

Hervez Paul Molac, ne oa ket traoù nevez na digredus e-barzh an danvez-lezenn-se. Ur framm e oa nemetken, evit bezañ sur n'ez afe ket an traoù war-gil.

"Ar pezh a glaskan ober eo lakaat diouzh lezenn evit ne vije ket graet ur pazenn war-dreñv. Gwelet ho poa petra a zo c'hoarvezet e kreisteiz Bro C'hall : un den hag en doa kaset un ti-kêr el lez-varn, hag en doa gounezet da gentañ. Kollet goude, met gounezet da gentañ. Gant ar pennad-se ne vije ket posupl d'hen ober."

Selaouit Paul Molac, kannad ar Morbihan

Pas hardizh a-walc'h

Setu pezh a tamalle un nebeut kevredigezhioù da b/Paul Molac : nompas bezañ hardizh a-walc'h. Ur goulenn o doa KLT, an Oaled, SKED ha Mervent : lakaat an holl skolidi eus Breizh da gaout kentelioù tanva war ar brezhoneg. Pezh ne oa ket e-barzh an danvez-lezenn.

Selaouit Yann Guillamot, eus ar gevredigezh Mervent

Da vare hanternoz, en ur sal tost goullo

Met forzh penaos, a-benn ar fin, n'eo ket bet asantet al lezenn gant an dilennidi diriaou da noz. Da vare hanternoz eo bet komzet eus an destenn, en ur sal a oa tost goullo, gant 28 dilennad hepken. Pa'z eo bet tabuted war ar pennadoù int bet asantet gant an holl. 

Met deuet ar mare da votiñ eo erruet un nebeut dilennidi ouzhpenn eus ar strollad sosialisted, hag eo bet cheñchet penn d'ar vazh. Skarzhet al lezenn gant 14 mouezh a-enep 12.

Yves-Marie Derbré-Salaün a zo ezel eus ar strollad Ai'ta, a stourm evit ar brezhoneg. Evitañ, ar pezh a zo c'hoarvezet er Vodadeg Vroadel n'eo ket souezhus, met memestra e kav dezhañ eo ur vezh.

"Ar pezh zo mezhus eo penaos, er fin tout, eo deuet a-benn ar strollad sosialisted da skarzhañ tout al labour a zo bet kaset da benn"

Selaouit Yves-Marie Derbré-Salaün eus ar strollad Ai'ta

Un diforc'h bras a zo, evit Yves Marie, etre pezh a vez embannet gant an dilennidi, ha pezh a vez graet war an dachenn.

Pelec'h e oa kannaded Breizh ? - Yves Marie Derbré-Salaün eus Ai'ta

"Pelec'h e oa kannaded Breizh ? Ne oa hini ebet anezho, war bouez François De Rugy eus an Naoned, Marc ar Fur, ha Paul Molac. War bouez an tri-se, tout ar re all, komzoù brav a-hed ar bloaz, ha pa vez poent evit ur wech votiñ un tamm lezenn bihan, ne vezont ket amañ, hag o mignoned a skarzh pep tra. Diaes eo da gompren."

Labour a zo c'hoazh war ar stern neuze evit lakaat an deputeed da gompren eo pouezus gwareziñ ar yezhoù bihan. Da c'hortoz e vo kendalc'het da ober traoù, war an dachenn, evit n'ez afe ket an traoù war-gil.

Partager sur :