Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Politique

Daoust-hag-eñv e vo lakaet ar "Brezhoneg war wel" en dilennadegoù a zeu ?

-
Par , France Bleu Breizh Izel

Kinniget en deus ar c'henstroll "Brezhoneg war wel" e c'hoantoù evit vefe lakaet e pleustr ur gwir bolitikerezh yezh e Bro Gemper. Kaset e vo ar c'hinnigoù d'an holl listennoù a vo war ar renk en dilennadegoù-kêr.

Ar c'henstroll a ziskouezh gant ar biz ar pezh 'zo bet c'hwitet
Ar c'henstroll a ziskouezh gant ar biz ar pezh 'zo bet c'hwitet © Radio France - Tudi Crequer

Quimper, France

Lakaat gwask ha kizidikaat an danvez-dilennidi en deus c'hoant ober ar c'henstroll Brezhoneg war wel, ur bodad kevredigezhioù ha strolladoù e bro Gemper. C'hoant o deus holl ez afe war raok plas hag implij ar brezhoneg e Kemper hag e tolpad kêrioù Kemper. Savet 'zo bet ganto ur bilañs deus skipailh Ludovic Jolivet abaoe 2014 ha kinnigoù nevez 'zo bet savet d'an holl danvez-dilennidi.

Gwelloc'h 'zo moien ober

Emgav oa bet roet d'ar gazetennerien war ur parklec'h e karter ar Bradenn. Dirazomp e oa ur c'harr-tan o parkañ war ur plas nevez livet ha skrivet eo war al leur ha war ar banell e galleg hepken ar gêrioù "Arrêt minute". "Ya, iskis awalc'h eo peogwir n'eo ket divyezhek koulskoude eo bet staliet nevez'zo" eme Arno Elegoed, perzh er c'henstroll e anv Bannoù-Heol.

Padal ez eus e penn all deus ar parklec'h panelloù all, hag "amañ int divyezhek penn-da-benn". "Diaes eo da gompren perak e vez graet ur wech diwar ziv" embann Arno Elegoed. Aet eo war-raok ar brezhoneg abaoe 2014 memestra met n'eo ket bet doujet ouzh an holl bromesoù. Pell emañ c'hoazh ti-kêr Kemper ouzh al live 4 deus karta ar brezhoneg da skouer.

Kinnigoù kaset d'an holl listennoù

C'hoant en deus ar c'henstroll sevel ur steuñv resis evit an itron-vaer pe an aotroù-maer a vo dilennet 'benn miz Meurzh. Div skol bublik n'eo ket awalc'h eme, da skouer, Remi Toulhoat, prezidant Div Yezh. Un eil lec'h 'zo bet digoret nevez'zo er skol Yves Le Manchec avat met mat 'vefe sevel "un trede lec'h a-benn 2020 pe 2021". Goulennet e vo e vefe krouet ur pevare hini ivez a-raok 2026. 

Ur gensaven kinnigoù 'vo kaset neuze ha goulennet e vo d'al listennoù respont a-raok fin miz Genver war ar bostel brezhonegwarwel@gmail.com. Hag a-benn lakaat ar brezhoneg war wel, lakaat gwask 'zo gwell'. 

Choix de la station

À venir dansDanssecondess

France Bleu