Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Politique

Dek breizhad yaouank en ONU evit lakaat ar gomz war ar ar minorelezhioù

mardi 28 novembre 2017 à 14:50 Par Pauline Kerscaven, France Bleu Breizh Izel

Emañ dek den yaouank eus Breizh o vont da gemer perzh e dekvet forum diwar-benn goulenneoù e-keñver ar minorezlezhioù. Ezel eo an dud yaouank-mañ eus "Kenstroll Breizh", ur strollad savet ganto gant ar pal mont dindan anv Breizh evit luskañ goulennoù a-zivout ar minorelezhioù.

E palez Wilson, sez Poellgor Meur ar Broadoù Unanet evit ar gwirioù mab-den eo aozet ar forum.
E palez Wilson, sez Poellgor Meur ar Broadoù Unanet evit ar gwirioù mab-den eo aozet ar forum. - ONU/Jean-Marc Ferré

Bretagne, France

Anvet eo o strollad "Kenstroll Breizh". Tud disheñvel int ha dileuriet int bet gant o c'hevredigezhioù evit emellout e-pad ar Forum. Ezel int eus Brezhoneg er skol-veur, Nidiad Breizh, an UDB pe c'hoazh Diwan. Ha yaouank int holl ! Krouet o deus n'eus ket pell zo neuze ar strollad, gant ar pal mont dindan anv Breizh evit luskañ goulennoù a-zivout ar minorelezhioù.

Betek ar c'hentañ a viz Kerzu e kemerint perzh en dekvet forum diwar-benn goulennoù e- keñver ar minorelezhioù, e Palez ar Vroadelezhioù, e Geneva. Aozet eo gant Komiserdi-Uhel Gwiroù mab-den en Aozadur ar Broioù Unanet.

"Un degouezh eo evidomp da eskemm gant yaouankizoù all" Kenstroll Breizh

Un tem a zo bet dibabet : yaouankiz minorel, etrezek kevredigezhioù enkaelaet ha lies. Met petra vo graet gant an dileuridigezh a vreizhiz yaouank ? "Ar forum ' vo un degouezh evidomp da eskemm gant yaouankizoù eus minorelezhioù broadel, kenedel, relijiel ha yezhel. Meur a zodenn a vo : an deskadurezh, kemer perzh er vuhez foran, ar mediaoù ha peoc'h ha stablided", a zispleg Kenstroll Breizh.

Kemer a raio perzh ivez Kenstroll Breizh er "Program diorren padus". "He fal a zo bodañ ar broioù hag ar pobloù evit gwelaat kondisionoù buhez an holl", eme ar strollad. Reiñ a ra ar program-se ali d'ar broioù ha da pobloù ar bed da "greñvaat ar strivoù evit mirout ha gwareziñ ar glad sevenadurel hag endro ar bed".

Skritell ar forum. - Aucun(e)
Skritell ar forum. - OHCHR