Dilennadegoù rannvro 2015 : selaouit en dro an dud war ar renk
Adalek al Lun 23 a viz Du ha betek ar Merc’her 3 a viz Kerzu e vez pedet bep noz e keleier 7e unan a zo war ar renk evit an dilennadegoù Rannvro a vo d’ar 6 ha d’an 13 a viz Kerzu. Setu roll an dud pedet. Gallout a reoc’h goude adselaou an atersadennoù.

Lun 23 a viz Du : Gaël Roblin, e-penn al listenn Breizh o stourm ! (dizalc'hour)
*Meurzh 24 a viz Du *: Tudi Kernaleguen, doktor war ar skiantoù-politikel
Merc’her 25 a viz Du : Yann-Fañch Kerneis eus listenn Europa Ekologiezh Ar re C’hlas Breizh, Un hent all evit Breizh, gant René Louail
Yaou 26 a viz Du : André Lavanant, Breizh evel-just, gant Christian Troadec (kleiz diseurt)
Gwener 27 a viz Du : Gérard Gwenn, tost eus ar strollad Talbenn an tu kleiz, gant Xavier Compain
Lun 30 a viz Kerzu : Hervé Guelou evit al listenn Choaz Breizh, gant Marc Le Fur (tu-dehoù, ar Republikaned hag ar c’hreiz)
Meurzh 1añ a viz Kerzu : Bertrand Deléon, e-penn al listenn Trawalc’h, Breizh Dizalc’h ! (dizalc'hour)
Merc’her 2 a viz Kerzu : Paul Molac, Breizh gant Jean-Yves Le Drian (strollad sokialour ha kleiz diseurt)
Les représentants de ces listes ne nous ont pas proposé d’interlocuteur pour répondre à nos demandes d’interview en breton. Gant pennoù-bras al listennoù-mañ n’eo ket bet kavet brezhoneger ebet evit respont d'hor goulennoù :
- Front national, Gilles Pennelle
- Debout la France (droite souverainiste), Jean-François Foucher
- L’Union populaire et républicaine (divers), Jean-François Gourvenec
- Faire entendre le camp des travailleurs (Lutte ouvrière) Valérie Hamon
Ma France : Mieux vivre
Hausse généralisée du coût de la vie, phénomènes climatiques extrêmes : ces crises bouleversent nos quotidiens, transforment nos modes de vie, nous poussent à dessiner les contours d’horizons nouveaux. Pour répondre à ces défis, France Bleu et Make.org lancent ainsi une nouvelle consultation citoyenne intitulée “Mieux vivre”. Prenez position sur ces solutions & proposez les vôtres.