Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour

Diviz ar Yaou | Un diviz e brezhoneg a-raok tro gentañ an dilennadeg-kêr

-
Par , France Bleu Breizh Izel

Fenoz e vo moien deoc'h klevet un abadenn ispisial war France Bleu Breizh Izel. Mont a rimp da gaozeal gant daou zen 'zo war ar renk evit an dilennadeg-kêr. Goulennet e vo diganto petra 'vo graet ganto ma z'int dilennet.

Jean-Yves Callac ha Trefina Kerrain
Jean-Yves Callac ha Trefina Kerrain © Radio France - Laurent Le Troadec

E 2014 e oa bet dilennet Chirstian Marquet e penn kêr Lannuon. 42,14% deus ar mouezhioù a oa bet rastellet gant paotr ar PS ha tapet en doa 24 sez en ti-kêr. Listenn an UMP kaset gant Danielle Marec 'noa bet 24,6% deus ar mouezhioù ha pevar sez. Al listenn kaset gant Cédric Seureau deus Europa Ekologiez-Ar re C'hlas 'noa bet 23,14% deus ar mouezhioù ha 4 sez ivez. Jean-Yves Callac a oa bet gouest da rastellat 10,1% deus ar mouezhioù ha dilennet e oa bet war ar memes tro. 

Diviz ar Yaou - Dilennadeg-kêr e Lannuon [ Kentañ lodenn

Diviz ar Yaou - Dilennadeg-kêr e Lannuon | Eil lodenn

Peseurt mod e troio ar jeu ar bloaz-mañ ?

E 2016 e oa bet anvet Paul Le Bihan e post maer goude marv Christiant Marquet. Piv 'zo war ar renk ha piv 'vo klevet en abadenn fenoz ? 

Tud pedet :

  • Jean-Yves Callac, 73 bloaz, labourer-douar e retred e Buhulien, war ar renk emañ evit ar pempvet gwech, dilennet eo abaoe 1995. E penn al listenn « Sous le chêne vert de Lannion – Dindan gwez derv Lannuon » emañ.
  • Trefina Kerrain, 32 bloaz, ezelez eo deus an UDB, skoazellerez buhez, war listenn ar maer Paul Le Bihan « Lannion écologiste et solidaire – Lannuon ekologel ha kengred » emañ.
  • Klevet 'zo bet ivez Henri Glaziou a zo war listenn Gaël Cornec. 

Listennoù all :

  • Gaël Cornec « Ar republik war raok » / « Révélons Lannion – Lakomp Lannuon war wel »
  • Yann Gueguen « Lutte ouvrière » / « Faire entendre le camp des travailleurs – Lakaat da glevet mouezh al labourerien »
  • Carine Weber « Pour la reconquête de la démocratie locale – Evit adsevel an demokratelezh lec’hel » 

Disul da noz e vo moien deoc'h adkavout disoc'hoù ar vot o klikañ amañ. 

Peseurt mod eo bet aozet an abadenn ? 

Kaset 'zo bet ur bedadenn da bep listenn. Displeget 'zo bet gant Carine Weber ha Yann Gueguen ne oa brezhoneger.ez ebet war o listenn. Ur brezhoneger 'zo avat war listenn Gaël Cornec met un tammig treut eo e vrezhoneg evit kemer perzh en un diviz war-eeun. Gwellc'h e oa evitañ nompas kemer perzh met klevet e vo e fin an abadenn e berr-gomzioù. 

Choix de la station

À venir dansDanssecondess