Passer au contenu

Le média
de la vie locale

Publicité
Logo France Bleu

Emmanuel Macron e Breizh : "un devezh kaer eo evit Kleder" eme ar maer Gérard Daniélou

Par

E Penn-ar-Bed e oa Emmanuel Macron d'ar Merc'her 22 a viz Ebrel. Bet eo e Kleder hag e Kastell-Paol evit kejañ gant produerien legumaj ha gant tud a labour er gourmac'hadoù. Ar wech kentañ d'ur prezidant dont du-se, se zo kaoz e oa laouen aotroù-maer Kleder, Gérard Danieloù.

Deuet eo Emmanuel Macron e Penn-ar-Bed d'ar Merc'her 22 a viz Ebrel. Deuet eo Emmanuel Macron e Penn-ar-Bed d'ar Merc'her 22 a viz Ebrel.
Deuet eo Emmanuel Macron e Penn-ar-Bed d'ar Merc'her 22 a viz Ebrel. © Maxppp - STEPHANE MAHE / POOL

Evit ar wech kentañ eo bet gwelet ur prezidant e parrez Kleder, e Bro Leon, setu m'eo laouen an aotroù-maer Gérard Danieloù "un devezh bras eo evit parrez Kleder__, un devezh kaer.

Publicité
Logo France Bleu

Deuet eo Emmanuel Macron da gejañ ha da soutenn ar brodurien legumaj hag ar re a labour e stalioù bras evel Super U Kastell-Paol. C'hoant en doa penn ar Stad da drugarekaat ar re al labour e-pad ar prantad kenfinañ-mañ, rediet gant epidemiezh ar c'hovid-19. Un dra vat evit Gérard Danieloù "ul labour mat zo bet graet gant ar broduerien legumaj. Prezidant ar SICA a oa deuet ivez, ar Prefed ha tud eus an atant Roué." Evel-just e oa bet doujet ouzh an diarbennoù surentez "ur maskl a zo bet lakaet ganto, daou vetrad d'an nebeutañ a oa etre an dud, pep tra a oa bet respektet."

Me gav din eo bet labouret mat gant ar broduerien legumaj", maer Kleder

Fier eo e vefe lakaat war wel tout al labour a vez graet gant labourerien-douar ar vro "me gav din eo bet labouret mat gant ar broduerien legumaj, pouezus evito e vefe merzhet an dra-se gant prezidant ar Republik. Gallet o deus eskemm gantañ ha komz eus ar problemoù a zo hiziv, evel ar prizioù.

Perak e oa bet dibabet dont da Gleder ?

Perak e oa bet dibabet Kleder neuze gant Emmanuel Macron "peogwir ez eus ur maread a broduerien tomat da skouer, leun a dud a labour e-barzh ar serioù e Kleder, leun a dud a labour er parkeier, 500 a dud a labour war an dachenn-mañ" a lavar maer ar barrez.

Goulennet em eus digant ar prezidant peur e vefe graet an elektionoù ?" Gérard Danieloù

Gérard Danieloù n'en deus ket eskemmet e-pad pell gant Emmanuel Macron met memestra en deus goulennet digantañ "peur e vefe graet an elektionoù evit ar c'humunioù n'o deus ket bet un eil tro ?" Hervez maer Kleder e oa bet respontet dezhañ, "divizet e vije bet a-benn ur miz pe ur miz hanter", goude ar prantad kenfinañ neuze. Chalet eo memestra maer parrez Bro Leon gant an dazont "d_iaes e vo an traoù evit ar restauranchoù, ar c'hampingoù__, daou a zo e Kleder, unan bras hag unan munisipal ha n'eo ket sur e vo leun a douristed evel boaz_."

Ma France : Économies d’énergie

Hausse généralisée du coût de la vie, risque de pénurie d’électricité ou de gaz, phénomènes climatiques extrêmes : ces crises bouleversent nos quotidiens, transforment nos modes de vie, nous poussent à dessiner les contours d’horizons nouveaux. Pour répondre à ces défis, France Bleu et Make.org lancent une grande consultation citoyenne autour des économies d’énergie. Prenez position sur ces solutions & proposez les vôtres !

Publicité
Logo France Bleu