Politique

François Hollande e Saint-Cyr Koetkidan evit an hetoù d'an arme : "An dra-se a ra plijadur din", Jeneral François Budet

Par Nolwenn Quioc et Tudi Crequer, France Bleu Breizh Izel mercredi 13 janvier 2016 à 22:33

Skolidi Saint-Cyr-Koetkidan
Skolidi Saint-Cyr-Koetkidan © Maxppp

François Hollande a vo e Saint-Cyr Koetkidan d'ar Yaou 14 a viz Genver. Ar prezidant a vo o hetiñ ar bloavezh mat d'ar soudarded da 4e15 goude merenn. Anavezout a ra mat ar skol, rak en doa graet e glasoù e Saint-Cyr e 1977. Goulennet hon eus d'ar jeneral Budet petra a soñj dezhañ eus an dra-se.

Abaoe 1945 e vez stummet danvez ofiserien eus an arme-zouar e Koetkidan, nepell eus Ploermel er Morbihan. Stummet e oa bet ivez ar jeneral François Budet er skol-mañ, pa oa yaouank. Echuet en doa e studioù e St-Cyr e 1963. Oadet e oa neuze a 25 bloaz. 

Cheñchet ar sell war an arme abaoe gwalldaolioù Pariz

"40 vloaz zo e oan e Koetkidan, hag em eus soñj eus petra a veze desket eno dija emezañ. Met bremañ e Saint-Cyr, tout an traoù o deus cheñchet", eme an Tregeriad. Rak estreget ofiserien an arme a zeu hiziv-an-deiz da g/Koetkidan. Dont a ra ivez " _tud yaouank eus an HEC, an Ecole Navale, Polytechnique pe ofiserien yaouank ar jañdarmed d'_ober stajoù aze. Setu, pa vez komzet e St-Cyr e vez komzet d'an holl re yaouank."

Ar re yaouank a vo, just a-walc'h, e-kreiz prezegenn ar Prezidant. Abaoe gwalldaolioù 2015, ha dreist-holl goude re miz Du, e vez gwelet muioc'h-mui a dud dedennet gant an arme pe gant ar c'hoant reiñ skoazell d'ar soudarded. Ar pezh zo _"u_n dra vat" evit ar jeneral François Budet. Cheñchet eo bet "sell an dud war an arme" goude gwalldaolioù Pariz hervezañ. "Muioc'h a respet a zo bremañ ouzh an arme."

"Un dra vat  eo e teufe ar Prezidant e St-Cyr evit lavar d'ar soudarded eo kontant eus o labour", Jeneral François Budet

Un arouez "kreñv"

Un arouez eo neuze evit ar jeneral François Budet e teufe ar Prezidant d'ober e hetoù d'an arme er skol-mañ. "Un dra greñv eo e teufe ar Prezidant da Saint-Cyr evit lavar eo kontant eus ar pezh a vez graet gant an arme". Dreist-holl er mare-mañ, rak e vez "goulennet kalz digant ar soudarded gant ar brezel hag ar plan vigipirate. Me soñj din e n'eus komprenet ar gouarnamant e oa pouezus an arme evit difenn ar vro. Setu, me lavar deoc'h, gwelet ar Prezidant amañ, an dra-se a ro plijadur din !

Erruout a raio François Hollande d'ar skol da ziv eur hanter, ha kinnig a raio e wellañ hetoù d'ar soudarded da beder eur ha kard. Ha spi en deus François Budet e vefe lavaret "mersi deoc'h" gant an aotroù Prezidant da soudarded Bro C'hall.