Gwalldaolioù Pariz : maered Penn-ar-Bed oa bodet gant ar prefed e Kemper
Tro daou c’hant maer eus Penn-ar-bed oa bodet d'ar Gwener 20 a viz Du diouzh ar mintin evit komz eus ar stad a reuziad.

Lakaet eo bet war an daol ivez ar muzulioù a zo ret kemer, e pep kumun, evit kreñvaat ar surentez, goude gwalldaolioù Pariz. War-dro daou c'hant dilennad o doa kemer perzh. Evel Dominique Cap, aotrou-maer Plougastel, ha prezidant kevredigezh maered an departamant... Displegañ a ra deomp peseurt muzulioù 'vo kemeret gant ar vaered.
“E Plougastell ‘meus goulennet gant ar boliserien-gêr mont e-kichen ar skolioù. E sal abadennoù an Avel Vor ’vo sellet ar pezh zo e seier an dud ha daou jandarm ’vo e-barzh un oto e-kichen“ eme Dominique Cap
Yannig Robin, maer Plougerne, oa ivez ar mintin-mañ en emvod, e tachenn an diskouezadegoù e Kemper. Arabat pennfoliñ, hervezañ.
“Ret eo kenderc’hel da vevañ ha labourat marteze tostoc’h gant an archerien. Arabat mont e-barzh ar psikoz ha gwelet pep hini evel un enebour’’ a embann-eñ.
Maered ar Morbihan oa bodet e Gwened dec'h, d'ar Yaou 19 a viz Du ha reoù Aodoù-ar-Arvor o deus kejet gant ar prefed hiziv, d'ar Gwener 20 a viz Du ivez. Votet oa bet ar stad a reuziad, gant ar senedourien hiziv e fin an devezh ivez. Padout a raio betek ar 26 a viz C'hwevrer.
Ma France : Mieux vivre
Après vous avoir interrogés sur les "économies d'énergie", nous avons choisi de nous intéresser à vous, via cette nouvelle consultation citoyenne, lancée avec Make.org . Que faites-vous ou que voudriez-vous faire pour améliorer la qualité de votre quotidien, de votre vie même ? Bien-être, activités physiques, alimentation, activités créatives, voyages, réorientation professionnelle, changement de vie, valeurs familiales, etc. : partagez avec les autres vos bonnes idées, actions et réflexions.