Politique

Herri ar Borgn a zo aet da anaon

Par Tudi Crequer, France Bleu Breizh Izel lundi 28 septembre 2015 à 22:19

Herri Ar Borgn e Saloñs Levrioù Breizh
Herri Ar Borgn e Saloñs Levrioù Breizh - Ji-Elle - Wikipedia Commons

Aet eo paotr ar Skorv da anaon. Aojet e oa Herri ar Borgn a 78 bloaz. Skrivet e oa bet gantañ ur bochad levrioù a-bouez tre giz "Brezhoneg ar Skorv" pe "Son ar sell".

Marv e oa Herri ar Borgn disadorn 26 a viz Gwengolo 2015. Oajet e oa a 78 bloaz. Ur stourmer e oa bet e vuhez-pad. Beleg e oa bet da gentañ kostez Perpignan. Deuet e goude-se e Breizh e 1982.  "Da gentañ **ne ouie ket brezhoneg,** eme Jorj Belz, paotr Pondi oa bet mignon gant Herri, ne ouie met un tammig ar brezhoneg. Setu evit deskiñ en deus n'em lakaet da selaou doc'h an dud. Penaos e komze an dud. Da gentañ en deus selaouet deus e vamm ha neuze ar re a veve en-dro dezhañ. Ha war-lec'h, pell amzer war-lec'h e oa aet da vevañ e Bloue".

"Adkempennet e n'oa da gentañ testennoù e eontr Gwilham Ar Borgn", Camille Ollivier

Diaes komz brezhoneg da gentañ evit Herri ar Borgn, setu perak en doa goulennet sikour Camille Ollivier evit embann e levr gentañ. Un dastummad testennoù bet "skrivet gant e eontr Gwilham ar Borgn, a-zispleg Camille Ollivier, e-pad 4 pe 5 ploaz m'eus labouret gantañ bep sizhun war ar brezhoneg ha war al levr" .  Embannet e oa bet al levr-se gant ar gevredigezh a vro Pourleth Kafe Bara Amonenn. "Ezel e oa bet adalek ar bloavezhioù 80" eme Yannig Doujet bet prezidant ar gevredigezh. 

Brezhoneg ar Skorv - Aucun(e)
Brezhoneg ar Skorv - Herri ar Borgn

Kendalc'het e n'oa goude-se e labour hag e stourm evit ar brezhoneg. E oberenn pouezusañ a zo sur awalc'h e levr anvet "Brezhoneg ar Skorv / Trésors parlés du Val de Scorff"_"C'hoant en doa ober un tammig ar pezh a oa bet graet gant Jules Gros e Bro Dreger_eme Jorj Belz,_ met evit Bro Skorv. N'eo ket ken tev, met graet en deus ur pezh labour diwar-benn brezhoneg ar Skorv, en ur lakaat gêrioù a oa lavaret er yezh pemdeziek. Faote dezhañ e chomfe ar brezhoneg bev !  Hag evit derc'hel anezhañ da chom bev e oa ret skrivañ ar gêrioù na veze ket er gêriadurioù." Stourmet e n'eus evit ar brezhoneg dre e levrioù met  "stourmet e n'eus ivez evit ar skolioù divyezhek hag en UDB"_

Ur stourmer evit an en-dro 

"Un den gouiziek e oa bras e oa, graet en doa studioù evit bezañ beleg, met prederour e oa ivez diwar-benn an en-dro da skouer" a zispleg Jorj Belz. E 1998 e oa bet embannet gantañ "moc'h gouez Kenekan". "Ul levr lec'h m'en doa skrivet tout e soñjoù diwar-benn an ekologiezh", a lavar Camille Ollivier. Rak ur gwir stourmer e oa bet evit an en-dro. Ouzhpenn d'e skridoù e oa bet "kaset a-benn ur stourm bras gantañ a-enep d'ar COGEMA" eme Yannig Doujet. Ar soñj a oa ganto digeriñ ur meingleuz uranium er vro Pourleth e 1986. Benn ar fin en doa pleget ar COGEMA ha nullet e oa bet ar raktres-se e 1990.

Jorj Belz a gont deomp buhez Herri ar Borgn - Tudi Crequer

Listennad al levrioù bet skrivet gantañ :  Lec'hienn Skol Vreizh.