Politique

Jean-Luc Bleunven : "Re a jakobined a zo er Parliamant evit ul lezenn evit ar yezhoù"

Par Nolwenn Quioc et Tudi Crequer, France Bleu Breizh Izel mercredi 20 janvier 2016 à 20:29

Jean-Luc Bleunven, kannad norzh Penn ar Bed
Jean-Luc Bleunven, kannad norzh Penn ar Bed © Maxppp

Fuloret ruz eo ul lodenn eus ar vrezhonegerien rak eo bet nac'het un danvez-lezenn evit ar yezhoù rannvro diriaou. Goulenn a reont pelec'h e oa dilennidi Breizh d'ar mare-se. Respont a ra dezho Jean-Luc Bleunven, kannad Penn-ar-Bed.

Diriaou da noz ne oa ket Jean-Luc Bleunvenn er Parliamant. Ne oa nemet 28 den er Vodadeg Vroadel d'ar 14 a viz Genver p'en deus kinniget Paul Molac e zanvez-lezenn evit kas war raok ar yezhoù rannvro. Ur raktres a zo bet skarzhet goude ur vot, gant 14 mouezh a-enep 13. Adkavit an holl ditouroù er pennad-mañ.

Pelec'h e oa dilennidi Breizh ?

An darn vrasañ eus deputeed Breizh ne oa ket aze. Kouskoude e vez embannet gant tost an holl int tomm ouzh ar yezhoù Rannvro, dreist-holl e-pad ar prantadoù kabaliñ. Abaoe diriaou neuze eo bet klevet un nebeut mouezhioù o c'houlenn pelec'h e oa dilennidi Breizh, pa oa tu dezho ober un dra evit o yezh.

Re a jakobined a zo a-enep ar yezhoù - Jean-Luc Bleunven

"Afer ar yezhoù bihan a zo re a jakobined a-enep" eme Jean-Luc Bleunven. Setu perak en deus kavet gwelloc'h nompas mont betek Pariz da zifenn danvez-lezenn Paul Molac, hag espern startijenn evit traoù all, traoù efedusoc'h. 

"Bez ez eus Jakobined en tu kleiz hag en tu dehou, hag an dra-se a zo memestra. Sklaer eo, gant ar Vodadeg Vroadel evel m'emañ, n'eo ket posupl lakaat al lezenn-se da vont war-raok, rak n'eus ket un tu kreñv eviti."

Un danvez lezenn asantet "dre wallzarvoud" na servij da netra

Abalamour d'an diouer a dud en defe gellet kinnig Paul Molac bezañ asantet gant an deputeed, "dre wallzarvoud". Met forzh penaos, evit Jean-Luc Bleunvenn, "goude bezañ bet er Senad e vefe bet nac'het en eil tro gant an deputeed. Posupl eo kinnig raktresoù a-bep-seurt, met ret eo kaout un tu kreñv er Parliamant."

Met memes ma ne vo ket graet netra evit ar yezhoù bihan gant ar Vodadeg Vroadel-mañ, n'eo ket digalonekaet ar c'hannad. "Ret eo sioulaat an traoù. War an dachenn ez eus ur bern traoù az a war raok. Evel-just e vefe gwelloc'h kaout ul lezenn sklaer evit mont war raok ha kaout moneiz evit ar yezhoù rannvro." Hag arabat koll amzer ha startijenn war traoù ha na c'hellont ket bezañ cheñchet, emezañ.