Infos

Keleier an 30 a viz Meurzh | Les informations du jour en langue bretonne

Par Tudi Crequer, France Bleu Breizh Izel lundi 30 mars 2015 à 20:41

La composition de la nouvelle assemblée départementale dans le Finistère, une majorité plus serrée qu'en 2011
La composition de la nouvelle assemblée départementale dans le Finistère, une majorité plus serrée qu'en 2011 © Radio France - Mélodie Pépin

Adkavit amañ keleier Breizh, embannet e brezhoneg war France Bleu Breizh Izel. Lakaet e vez ar gaoz war dilennadegoù ar c'huzulioù departamanant. Ur cheñchamant e Breizh : gounnezet eo bet Aodoù an Arvor gant an tu dehoù. Un taol penn bazh evit an tu kleiz !

Abaoe 1976 e oa renet Aodoù an Arvor gant an tu kleiz. Cheñchet penn d'ar wazh abaoe disul. Gounnezet eo bet dilennadegoù ar c'huzulioù departamant gant an tu dehoù. Met justik eo bet an traoù, Alain Cadec, depute european an UMP, a c'hellfe sur awalc'h bezañ dilennet e penn an departamant. 

Soñj amañ Herve Guelou, aotroù maer Plufur, eus an tu dehoù : 

Dilennadegoù Tu-dehoù 22

 

Penn ar Bed avat zo bepred a gleiz gant 14 kantoun , 11 a zehou , ha daou neptu... ...Kantonioù Karaez hag hini Landivizio ...E kantoun Lesneven eo Paskal le Goulaouic , maer Plouneour Trêz ha Lédie le Hir oa aet e-barz evit an tu dehou , gant kazi 58 % dac'h ar mouezhioù ...Tro 42 % evit Claudie Balcon , introun vaer Lesneven , haJ ean Paul le Gall , dindan banniel an tu kleiz ...Jañ Luk Bergot Penn ar Bed avat zo bepred a gleiz gant 14 kantoun, 11 a zehou, ha daou neptu (Karaez ha Landivizio). E kantoun Lesneven eo Paskal Goulaouic , maer Plouneour Trêz ha Lédie le Hir oa aet e-barz evit an tu dehou, gant kazi 58 % dac'h ar mouezhioù. Tro 42 % evit Claudie Balcon, itroun vaer Lesneven, ha Jean Paul le Gall, dindan banniel an tu kleiz. Reportaj Jañ Luk Bergot e Lesneven :

8e15 dilennadeg Lesneven

 

Canton de Quimper 2, Isabelle Assih et Jean-Marc Tanguy, de  la liste de gauche "Finistere et solidaire" l'emportent (51,55%)  - Radio France
Canton de Quimper 2, Isabelle Assih et Jean-Marc Tanguy, de la liste de gauche "Finistere et solidaire" l'emportent (51,55%) © Radio France - Annaïg Haute
E Kemper eo bet gounnezet an dilennadegoù gant Jean-Marc Tanguy hag Isabelle Assih evit ar PS. Laouen tre e oa Baptiste Bleunven, ezel ar PS e Kemper : 

Votadeg Kemper

Er c'hreiz-Breizh eo bet gounnezet daou ganton gant ar strollad politikel "Nous te ferons Bretagne". Dilennet eo bet, Christian Troadec ha Corinne Nicolas e kanton Karaez ha Christian Derrien ha Ghislaine Langlet e Gourin. Kuzulierez e Langoned eo Anne-Marie Gloaguen, souten a ra skipailh Christian Derrien, maer ar gumun ha kuzulier departamant :

Dilennadegou Nous te ferons Bretagne

Ne z'eus dilennad ebet evit an talbenn broadel (FN) e Breizh.

Partager sur :