Politique DOSSIER : Ma vijen Prezidant

Ma vijen Prezidant : "difenn a rafen ar gwir d'ar besketaerien yaouank bezañ pesketaer"

Par Tudi Crequer, France Bleu Breizh Izel lundi 30 janvier 2017 à 11:52

Alain Le Sann
Alain Le Sann © Radio France - Tudi Crequer

Pedet eo bet ganeomp Alain Le Sann, skrivet gantañ "Pêcheurs bretons, en quête d'avenir" ha prezidant ar strollad Pesketeraezh ha diorenn. Labourat a rafe da gentañ evit ar besketaerien yaouank.

Alain Le Sann - kronikenn da selaou bep Lun da 19e07

"Ma vefen anvet a brezidant ar Republik em ije c'hoant difenn ar gwir d'ar re yaouank bezañ pesketaer peogwir, ma ne vez graet netra, a-benn 10 pe 20 vloaz ne vo ket ken a besketaerien yaouank. Perak ? Peogwir dija n'eus ket kalz hag ar re n'eus c'hoant bezañ pesketaer ne c'hellont ket prenañ ur vag. Pe vefe ur vag kozh pe, neubeutoc'h c'hoazh, ur vag nevez."

Poent e vefe lakaat bec'h war an diez-bank ?

"Kêr e koust hag e rankont kaout un drederenn eus priz ar vag a-raok mont da welet an ti-bank evit prenañ ar vag hag ar c'hotaioù az a gantañ ivez ! Piv a bren ar bigi a zo da werzhañ ? Tud hag o deus madoù pe bigi."

Da skouer ?

"Ur skouer em eus, ur pesketaer a anavezan a zo e Sant Wenole n'eus prenet ur vag kozh eus 1959. Ar vag koshañ o pesketañ e Breizh eo marteze. Ar Scapêche n'oa c'hoant prenañ anezhañ evit e gotaoioù ! Ne gouste ket kêr peogwir eo kozh tre. Gwerzhet en oa, a-benn ar fin, ar perc'henn e vag d'ur pesketaer yaouank a oa martolod war ar vag-se. C'hoant en oa ar perc'henn gwerzhañ ar vag-se d'e vartolod. Met ma n'en dije ket bet c'hoant en dije gellet gwerzhañ ar vag hanter muioc'h kerroc'h d'un armatour all."

Petra ober ?

"E Bro Ganada pe er Stadoù-Unanet eo ret da berc'henn ar vag mont da besketañ gant e vag. Mat e vefe lakaat ar reolenn-se e plas e Bro C'hall ivez, da neubeutañ er mor tost ouzh aodoù ar vro. Mod-se e vefe moien lakaat urzh un tammig bihan."