Politique DOSSIER : Ma vijen Prezidant

Ma vijen Prezidant : "e broudfen an dud da ganañ"

Par Tudi Crequer, France Bleu Breizh Izel lundi 20 mars 2017 à 11:12

Jean-Pol Kerjean, unan eus pennoù bras Biocoop
Jean-Pol Kerjean, unan eus pennoù bras Biocoop © Radio France - Tudi Crequer

Jean-Pol Kerjean a zo unan eus ar re n'eus lakaet war-sav ar rouedad Biocoop. Ezel eo al lazh-kanañ eus Hekleo ivez eus Landerne. C'hoant n'ije broudañ an dud da ganañ

Ma vije Jean-Paul Kerjean Prezidant (3mn30)

Kanañ a-hed an dervezh

Ma vije anvet a Brezidant e vije klevet tud o kanañ e pep lec'h er vro, "er skolioù" pe e "tiez evit a re gozh". "Un dra vat eo kanañ dre eñvor evit ar re gozh, met ivez evit ar re all, evit nompas bezañ digalonekaet. Kalz gwelloc'h eo evit kemer louzoù**,**" eme Jean-Pol Kerjean.

"Gwechall e veze kanet bemdeiz ha bep noz. Hiriv e vez kentoc'h gortozet e vefe kanet evidomp. Boaziet omp da glevet tonioù brav kenañ, propr kenañ, peurlipet ha bremañ." Ha poent bras e vefe deomp adkregiñ da ganañ eme ar Prezidant !