Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Politique DOSSIER : Ma vijen Prezidant

Ma vijen Prezidant : "e rafen ur gwir digreizennañ"

lundi 27 mars 2017 à 11:15 Par Tudi Crequer, France Bleu Breizh Izel

Erwan Allain, a zo staliet e Bro Alamagn. Unan eus pennoù bras ar stal Sobac eo. Mat e vefe da Vro C'hall kemer harp war skouer Bro Alamagn ha digreizennañ da vat ar vro.

Bretagne, France

Ma vije Erwan Allain Prezidant ar Republik

Anat eo eo poent digreizennañ Bro C'hall hervez Erwan Allain. "Kalz gwelloc'h" eo ur vro digreizennet eget unan kreizennet emezañ. Divizet e vefe "gant an dud" petra zo mat ober evito. Muioc'h demokratel met ivez gwelloc'h evit an ekonomiezh e vefe digreizennañ ar vro eme Erwan Allain. Aesoc'h e vefe neuze d'an embregerezhioù "da ziwanañ ha da greskiñ".

Laouen an Alamaned gant an digreizennañ

Hervez Erwan Allain n'eus ket nemet "ar Barizianed" o soñjal eo mat derc'hel ur vro kreizennet. Pa oa c'hoazh o chom e Pariz, "er bloavezhioù 1993/94", tud an Datar (Délégation interministérielle à l'aménagement du territoire et à l'attractivité régionale) a embanne e oa ar C'hallaoued gant ar c'hoant "adgreizennañ". Kevier e vefe hervez Erwan Allain.