Politique

Ofisiel eo : war ar renk emañ Jean-Yves An Drian evit dilennadegoù rannvro Breizh

Par Pauline Kerscaven, France Bleu Breizh Izel vendredi 16 octobre 2015 à 17:38

Chom a ra Jean-Yves An Drian ministr an difenn.
Chom a ra Jean-Yves An Drian ministr an difenn. - Radio France

Ofisiel eo a-benn ar fin. E Gwidel, en e vro, e oa digwener Jean-Yves an Drian evit diskleriañ, e unan, e oa war ar renk evit dilennadegoù ar Rannvro. Met n'eo ket gwall sklaeroc'h an traoù.

_"Hiziv an deiz em eus c'hoant reiñ en dro da Vreizh ar pezh 'neus roet ar vro din. Dibabet em eus neuze bezañ war renk evit an dilennadegoù. _Ma z'on dilennet gant ar Vretoned hag ar Vretonezed e vin hag e chomin prezidant ar rannvro." Setu un neubeud frasennoù a zo bet embannet gant Jean-Yves an Drian, e-barzh ur preti, e Gwidel, goude lein, digwener.

Se zo sklaer : war ar renk emañ. Met penaos e c'hell bezañ ivez ministr an difenn ? War a seblant neus komzet deus an dra-se gant ar prezidant Hollande, hag a-du int. Gwir eo ez eus kalz d'ober e bro Syria, pe e bro Mali. "Setu perak e chomin ministr, leun amzer, e-pad ar c'haballiñ."

Al labour evit bezañ dilennet a vo kaset da benn neuze gant e skipailh : "Kinnig a rin va listenn dilun o tont."

Ha ma z'eo dilennet Jean-Yves An Drian, chom a raio ministr pe ne jomo ket  ?

Ahe emañ an dalc'h hag ar goulenn vras. "Anavezout a ran reolennoù berniañ ar respetoù. Ma z'on dilennet eo ar Prezidant a lavaro din mont kuit pe get" , emezañ.

Met sur a-walac'h no ket c'hoant François Hollande koll e vinistr muiañ karet, an hini neus gwerzet ar Rafale, an hini a zo aet da vrezeliñ. Hag e c'helfe ur reolenn nevez neuze a bezañ krouet  evit Jean-Yves An Drian ?

"N'eus ket respontet Jean-Yves An Drian d'ar gazetennerien. N'eo ket aes dezhañ displegañ penaos e c'hell chom ministr hag e-penn ul listenn." Jean-Laurent Bras, Ouest-France

Kelaouet oa bet diriaou ar gazetennerien e vije dalc'het un emvod-kelaouiñ, da deir eur, e bon al listri-spluj en Oriant. Benn-ar-fin, 'rak e oa deuet izili ar CGT da vanifestiñ, oa bet dibabet buan ha buan cheñch lec'h an emgav. En Nautilus, ur preti e-tal ar mor e Gwidel.

Jean-Yves An Drian, e Gwidel, goude lein diriaou.  - Radio France
Jean-Yves An Drian, e Gwidel, goude lein diriaou. © Radio France - Benjamin Bourgine

N'eo ket souezhus e vije deuet en dro e vro, eme Jean-Laurent Bras, kazetenner e Ouest-France.

Jean-Laurent Bras, kazetenner e "Ouest-France".