Politique

Un FBI European evit stourm a-enep ar sponterezh ?

Par Tudi Crequer, France Bleu Breizh Izel mercredi 23 mars 2016 à 22:14

Paul Molac
Paul Molac - Vincent Isore

Ar gouarnamant, n'eus embannet e vo kreñvaet ar surentez ha kaset muioc'h a soudarded en aerborzhioù hag en tiez-gar. N'eo ket ar gwellañ tra d'ober hervez an depute Paul Molac.

"Labourat gant Bro Veljia zo bet diaes", Paul Molac (5mn)

Embannet zo bet gant ar gouarnamant e vefe 1600 soudard muioc'h o tiwall an tiez-gar hag an aerborzhioù goude gwalldaolioù Brusel. Met arabat krediñ eo en ul lakaat muioc'h a souadard e vezo harzhet an deroristed eme Paul Molac, depute ekologour ar Morbihan.

Abaoe gwalldaolioù miz Genver e Pariz ez eus bet roet "muioc'h a arc'hant e-barzh budjed an armeoù hag hini ar boliserien. Votet hon oa ivez lezennoù dija e miz Meurzh a-enep ar sponterezh ha kresket eo bet gallouoù ar boliserien."

Krouiñ un FBI European ? 

"Gwelout a reomp mat e oa staliet ar re o doa graet gwalldaolioù Pariz e Brusel. Gwelout a reomp mat ivez n'o doa ket foutr gant an harzoù. Gouzout a rit mat ivez e c'hellomp serriñ an harzoù, met forzh penaos an dud a dremen memestra. A-raok pa oa maltouterien, un tammig e pep lec'h, e tremene an dud memestra." Neuze, ret e vefe eskemm muioc'h a ditouroù etre servijoù surentez broioù Europa evit bezañ "efedus".

D'an 8 a viz Here 2001, goude gwalldaolioù New-York e oa bet goulennet gant Pierre Moscovici, d'ar mare-se ministr an aferioù european, e vije krouet un doare "FBI European". Met benn-ar-fin ne oa bet netra abalamour e oa ur bern broioù a-enep. Met "fiziañs" n'eus Paul Molac e vefent prest ar wech-mañ.