- Accueil
- Infos
- Santé - Sciences
- Doublañ kentañ bloavezh skol vezegiezh Brest a c'helfe bezañ difennet
Doublañ kentañ bloavezh skol vezegiezh Brest a c'helfe bezañ difennet
C'hoant neus pemp skol-veur eus Paris ha Brest da zifenn d'o studierien war ar medisinerezh doublañ ar bloavezh kentañ. Ezhomm o deus asant ar gouarnamant evit lakaat e plas ar nevezenti-mañ adalek an distro-skol o tont.

Ouzhpenn mil den a zo enskrivet e kentañ bloavezh skol vezegiezh Brest d'ar mare-mañ. E miz Even, e c'hello 33% diouto mont en eil bloavezh.
Betek hen, ar re ne oant ket resevet, a glaske, evit lod anezho, doublañ pe triplañ memes. Met, ma vez roet e asant gant ar gouarnamant, ne vo ket posubl ken ober un eil bloavezh kentañ.
Dre skol-veur Brest eo tremenet Rozenn Lincoln, psikiatr e Beljia bremañ. Gouzout a ra eo leun chouk an añfiteatroù met n'eo ket un diskoulm hervezi : "Me 'meus bet ar chañs kaout ar bloavezh kentañ d'an taol kentañ met kalz eus va gamaladed o deus bet ar c'hoñkour en ur heuliañ un eil bloavezh kentañ. Laouen-kenañ int bremañ da vezañ medisined, ha medisined barrek int !"
Hervez ar vedisinez, "eo ret reiñ o chañs d'an holl. Pep hini a c'hell klask !"
An diskoulm ? Digeriñ muioc'h a blasoù en eil bloavezh
Ar bloaz pasaet oa bet digoret 249 plas, en eil bloavezh, dre an numerus clausus, e Brest. Gant ar sistem nevez e vefe degemeret tri c'hard deus ar studierien goude an arnodenn dre skrid, ar c'hard all goude an arnodenn dre gomz.
Pezh a vije brav, hervez Rozenn Lincoln, e vefe digeriñ muioc'h a blasoù. "Ar pezh a welomp bremañ eo e vank medisined." Prometet 'neus ministrez ar yec'hed e vo digoret plasoù ouzhpenn met nemet e-pad ur bloaz pe zaou, lec'h ma vo lakaet ar sistem nevez e plas.
Ma France : Mieux vivre
Après vous avoir interrogés sur les "économies d'énergie", nous avons choisi de nous intéresser à vous, via cette nouvelle consultation citoyenne, lancée avec Make.org . Que faites-vous ou que voudriez-vous faire pour améliorer la qualité de votre quotidien, de votre vie même ? Bien-être, activités physiques, alimentation, activités créatives, voyages, réorientation professionnelle, changement de vie, valeurs familiales, etc. : partagez avec les autres vos bonnes idées, actions et réflexions.