Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Santé – Sciences

Ur voger "kalonig" gant poltriji babigoù ganet e ti-gwiloudiñ Gwengamp

-
Par , France Bleu Breizh Izel

Ul lid ofisiel 'zo bet hiriv 'benn kinnig 500 poltred bugel 'bet fichet ouzh moger mediaoueg Gwengamp. An holl babigoù-se 'zo ganet en ti-gwiloudiñ. Ur riskl 'zo c'hoazh e vefe serret ar servij 'benn bloaz.

Ur voger kalonig 'zo bremañ  er vediaoueg
Ur voger kalonig 'zo bremañ er vediaoueg © Radio France - Tudi Crequer

Guingamp, France

Ur voger "kalonig" a zo bremañ e Gwengamp. N'eus ket kaoz ar wech-mañ deus ar velldroad met deus servij gwiloudiñ ospital. 500 poltred babig 'bet ganet en ti-gwiloudiñ zo bet fichet hiriv ar poltriji ouzh moger ar vediaoueg. Un arouez eo evit diskouez pegen a-bouez eo derc'hel gant an ti-gwiloudiñ-se a zo c'hoazh gant ar riskl serriñ d'an 30 a viz Even 2020. 

500 bugel bep bloaz

"Fotoioù ma mab ha ma merc'h a zo war ar voger" eme Yann-Fañch Durand, perzh deus komite difenn ar yec'hed e bro Wengamp. "Ma bugale a oa bet ganet 'ba Gwengamp b'an dour ha se a zo un dra ispisial 'ba Gwengamp bez 'zo c'hwec'h lec'h en Frañs a ra memestra ha se 'zo un dra bet diorroet gant skipailh an ti-gwiloudiñ hag an dra-se m'eump c'hoant da virout." 

Perak eo bet dibabet 500 foto ? Simpl eo. Ganet e vez bep bloaz war-dro 500 bugel en ti-gwiloudiñ. "Ha daoust d'ar pezh 'zo c'hoarvezet ar bloaz tremenet eo bet ganet c'hoazh 500 bugel. Da lavaret eo e chom fiziañs an dud gant ar skipailh."  Ul label 'zo o paouez bezañ fiziet er servij gwiloudiñ just a-walc'h : "hôpital ami des bébés". "Emichañs e vo tud barrek d'en em soñjal un tamm da gompren eo ret mirout an ti gwiloudiñ" eme paotr ar c'homite difenn.