Darn vrasañ roadennoù d'ar c'hevredigezhioù a zo graet dervezhioù diwezhañ ar bloaz
Broudañ a ra ar c'hevredigezhioù da reiñ arc'hant a-raok fin ar bloaz. Resevet e vez ganeoc'h, moarvat, kalzig mailoù er mare-mañ o embann eo mat reiñ ur skodenn a-raok an 31 a viz Kerzu evit gellet lemel an div drederenn deus ar sammadoù-se deus ho zailhoù.

Aides, an Telethon, Amnesty International, kalzig a vailoù a vez kaset ganto er mare-mañ deus ar bloaz. Pep a gevredigezh a glask dastum arc'hant o tisplegañ d'an dud e c'hellint goude lemel an div drederenn deus ar sammad roet deus o tailhoù. Setu pezh n'eus graet ivez Pierig an Danteg e anv komite skoazell an dud dibaper e Bro Dreger. "E fin ar bloaz e vez goulennet arc'hant ha resevet e vez gwenneien e mod-se," emezañ. "Ezhomm ez eus deus an arc'hant-se evit sikour an dud da gaout paperioù. Lod n'o deus netra ha n'o deus ket an droad da labourat."
Ur prantad a-bouez bras evit ar c'hevredigezhioù
"Er gevredigezhioù lec'h m'eus labouret betek-hen, e miz Kerzu, _hanterkant dregant deus an arc'hant dastumet dre internet war ar bloaz zo tapet e miz Kerzu_" eme Xavier Grimault, kuzulier e "fundraising" evit ar c'hevredigezhioù. Anat evitañ eo a-bouez neuze kas mailoù er prantad-se mañ. "Ar pezh 'zo souzhuesoc'h c'hoazh eo, an hanter deus ar sammad-se zo dastumet an dervezhioù diwezhañ deus ar bloaz". Da lavaret eo ur c'hard deus ar roadennoù 'zo graet "d'an 29, 30, 31 a viz Kerzu".
"Spered Nedeleg a zo ha lakaat a ra an dud da reiñ arc'hant"
Hervez Xavier Grimault, bez ez eus eveljust arguzenn an tailhoù met, goude prennadennoù Nedeleg e wel an dud pegement e chom dezho ha setu perak "e vez roet kalzig a arc'hant d'ar c'hevredigezhioù". "Spered Nedeleg a zo ha lakaat a ra an dud da reiñ arc'hant." Hogen, n'eo ket "frouezus" kas mailoù pe pellgomz d'an dud e fin ar bloaz ma ne vez ket aozet darvoudoù ha skoulmet darempredoù gant an dud e-pad ar bloaz.
Labelioù evit gouzout da biv reiñ
Hag evidoc'h bezañ sur ivez e vo implijet mat o arc'hant, bez ez eus daou label, "Ideas" ha "komite karta ar roadennoù e fiziañs".
Displegadennoù Xavier Grimault diwar-benn an daou label