Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Société

Aet eo da anaon Patrick Malrieu, tad ar gevredigezh Dastum

jeudi 10 janvier 2019 à 20:37 Par Nolwenn Quioc, France Bleu Breizh Izel

Aet eo da Anaon Patrick Malrieu, d'an oad a 74, e-pad an noz etre dimerc'her ha diriaou, en e di e Landevenneg. Ur c'holl bras evit Breizh hag ar brezhoneg. E 1972 en doa krouet Dastum, hag abaoe e stourme evit saveteiñ sevenadur ha kanaouennoù Breizh.

Patrick Malrieu (a-zehou) e-kichen Tangi Louarn e 2008
Patrick Malrieu (a-zehou) e-kichen Tangi Louarn e 2008 © Radio France - Delphine Le Normand

Bretagne, France

"Ra vo trugarekaet en anv Breizh", "Unan eus difennerien Breizh", "ur stourmer didrec'hus evit Breizh" : enor a vez rentet da Batrick Malrieu, abaoe m'eo bet embannet eo aet da Anaon. Ganet e oa e 1945 hag e oa bet krouet gantañ Dastum e 1972. Deuet eo ar gevredigezh da vezañ ar brasañ kreizenn lec'h ma vez savetaet sevenadur breizh dre gomz, kanaouennoù, kontadennoù, tonioù sonerezh. 

Un den "hegarat da gentañ toud" evit Ronan Guéblez, rezidant Dastum

Chomet e oa prezidant Dastum e-pad 23 bloaz, hag e oa "un den hegarat, da gentañ tout" a zispleg Ronan Guéblez, prezidant Dastum hiziv an deiz. "_Un den a oa son en e venozioù_, met un den pa lavare un dra, a zisplege red e spered, an abegoù a gase anezhañ da lavaret pezh a lavare."

Ne oa ket un den taer, e oa un den bepred mousc'hoarzh dezhañ war e vuzelloù, a oa kap da ober fent dezhañ e-unan" - Ronan Guéblez, prezidant Dastum 

Ronan Guéblez en do soñj eus un den hegarat

Prezidant Kuzul Sevenadurel Breizh ha Skol Uhel ar Vro

Ma chomo e penn an holl evel tad Dastum en doa kaset war-raok raktresoù all ivez. Prezidant kuzul Sevenadurel Breizh e oa bet etre 2003 ha 2009, hag e oa prezidant Skol Uhel ar Vro. Tangi Louarn, prezidant Kevre Breizh, a anaveze anezhañ abaoe penn kentañ ar bloavezhioù 2000 : "Un den a lavare pezh a soñje, bepred, ha _n'en doa ket aon a-wechoù da feukiñ un tammig an dud evit reiñ e soñj_. Ne oa ket e deod en e chakod, e-giz ma lavarer. Hag un den oberiant-kenañ, atav e oa ur raktres nevez gantañ, hag e kase zoken war-raok meur a raktres."

Klevet em eus en devezioù paseet e oa c'hoazh o kas war raok ur raktres gant un ti e Landevenneg, un ti kozh, evit saveteiñ ul lodenn eus glad ar vro." - Tangi Louarn, prezidant Kevre Breizh