Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Société

Aet eo Marie Pochat d'an Anaon

mercredi 13 juin 2018 à 19:26 Par Léo Rozé et Tudi Crequer, France Bleu Breizh Izel

Lidet e oa bet obidoù Marie Pochat dimerc'her diouzh an abardevezh e Lechiagat. Unan deus ar re ziwezhañ e oa o lakaat ur c'hoeff war dok he fenn. 102 vloaz he oa-hi.

Aet eo Marie Pochat d'an anaon, 102 vloaz e oa.
Aet eo Marie Pochat d'an anaon, 102 vloaz e oa. © Maxppp - PQR/LE TELEGRAMME

Pont-l'Abbé, France

Aet eo Marie Pochat d'an Anaon, 102 vloaz he oa, hag o chom e Lechiagat. Dalc'het he deus ar pellañ ma c'helle Marie Pochat da lakaat he c'hoeff daoust ma oa start dezhi e fin he buhez. 

"Pa z'eo bet 100 vloaz he doa lakaet he c'hoeff. Met ne oa ket gouest da lakaat anezhañ he-unan. Betek marteze 99 pe 98 vloaz e rae kazimant bemdez" a zispleg Michel Bolzer. Arbennik war dilhad ha koeff bro Vigoudenn eo hag anavezout a rae an itron Pochat.

Bremañ e soñj din n'eus ket ur vigouterez mui" Michel Bolzer, arbennik war bro Vigoudenn

Selaouit ouzh Michel Bolzer (3mn)

An hini diwezhañ e Breizh... 

Hiriv-an-deiz ne chom ket nemet ur vigouterez o lakaat ur c'hoeff bemdez : Alexia Caoudal, an hini eo. "Lakaat ar c'hoeff evit mont da labourat n'eo ket posupl mui" a lar Michel Bolzer en ur c'hoarzhin. Er c'helc'hioù keltiek a zo c'hoazh evel-just. Emichañs e pado e-pad pell." Abaoe "daou pe dri bloaz-zo ne welec'h ket mui" a c'hoeffoù e Plougastell-Daoulaz hag en Enez Sun, an hini diwezhañ zo "marvet pemp pe c'hwec'h bloaz-zo". 

...met chom a ra maouezed all e bro Savoie

Chom a ra div vaouez hag a lak ur c'hoeff e bro Savoie ivez hervez Michel Bolzer. "Teir int" neuze e Bro Frañs a-bezh eme ar bigouter. Unan e Breizh, Alexia Caoudal, ha div e Bro Savoie.

Marie Pochat he doa lakaet he c'hoeff evit lidañ he 100 vloaz, dav vloaz 'zo. - Maxppp
Marie Pochat he doa lakaet he c'hoeff evit lidañ he 100 vloaz, dav vloaz 'zo. © Maxppp - PQR/LE TELEGRAMME