Société

Ar surentez a-enep ar yec'hed el liseoù

Par Nolwenn Quioc et Tudi Crequer, France Bleu Breizh Izel mercredi 6 janvier 2016 à 21:04

Lise an Elorn, ul lise hep butun... Betek miz Du 2015
Lise an Elorn, ul lise hep butun... Betek miz Du 2015 © Radio France - Tudi Crequer

E Lise an Elorn, evel e pep lise, eo arabat butuniñ... Met abalamour d'ar stad a reuziad eo arabat ivez d'ar vutunerien mont er-maez e-pad an amzer-skol, da skouer en ehanoù. Aotreet ez eus bet dezho neuze butuniñ en ur c'horn eus ar porzh-skol.

Abaoe 2006 eo arabat butuniñ er porzhioù skol, e anv ar yec'hed. An tachennoù ispisial a oa evit ar vutunerien a zo bet skarzhet. E liseoù zo neuze, evel e lise an Elorn, e Landerne, e oa aotreet d'al liseidi mont er-maez, war riblenn ar straed, da vutuniñ. Met abaoe gwalldaolioù miz Du emaomp dindan ar stad a reuziad, ha n'o deus ket droad ken al liseidi da vont er maez e-pad an amzer skol.

Lise an Elorn e Landerne - Radio France
Lise an Elorn e Landerne © Radio France - Tudi Crequer

Ul linenn wenn war al leur

Divizet eo bet, neuze, gouestlañ ul lodenn eus ar porzh-skol d'ar vutunerien. Ul linenn wenn a zo bet treset war al leur evit ober un harz etre tachenn ar vutunerien hag ar re na vutunont ket. Ha ne blij ket an dra-se da liseidi zo.

C'hwezh ar moged dirak ar self

"Evit an dud n'int ket butunerien n'eo ket plijus-tre", eme Mari, a zo e termen klas. "Aze hon eus c'hwezh ar moged pa erruomp el lise. Ouzhpenn emañ just dirak ar self, neuze e tremen an holl dud dre amañ".

Evit ar renner, gwir eo e c'hell bezañ chalus kaout butunerien e kreiz ar porzh skol... Met evitañ e oa ret ober un dibab etre ar surentez hag ar yec'hed. Chom a raio an traoù e-giz m'emaint keit ha ma vimp dindan ar stad a reuziad.

Partager sur :