Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Société

"An avaloù 'zo abretoc'h ar bloaz-mañ, poent frikañ anezho !"

-
Par , France Bleu Breizh Izel

E fin ar miz e vo deus gouel ar sistr hag al lambig met ret eo bet da izili ar gevredigezh ober ur waskadenn gentañ peogwir e oa krog lod avaloù da vreinañ. Un digarez da welet peseurt mod e veze graet sistr gwechall.

Paotred an ekomiridi 'zo krog mat da brientiñ ar waskadenn gentañ
Paotred an ekomiridi 'zo krog mat da brientiñ ar waskadenn gentañ © Radio France - Tudi Crequer

Plouigneau, France

"Amañ omp oc'h ober sistr ! An avaloù 'zo abretoc'h ar bloaz-mañ setu e ranker ober ur waskadenn gentañ" eme Michel Hamon, eil kentañ prezidant kevredigezh ekomirdi Plouigno. Boaz e vez gortozet gouel ar sistr hag al lambig 'benn diskouezh d'an dud met aze eo bet ret dezho ober un abadenn gentañ digwener peogwir "lod an avaloù 'zo ezhomm da vezañ friket bremañ". 

Reportaj gant Katell Uguen

Deskiñ ober sistr 'giz gwechall 

Emañ ur skipailhad tud o tispakañ seier avaloù e-barzh un drailherez a zo lakaet da dreiñ gant un trakteur kozh. Adpakañ a reont goude-se an avaloù drailhet e-barzh seier ha berniet 'benn gwaskañ anezho. Peder varikenn zo e-kichen prest da vezañ leuniet. "Ur waskadenn vat 'ra beder varikennad" a zispleg Jean Penn, prezidant ar gevredigezh.  

Dastumet 'zo bet ganto kement a avaloù a warlene e parkeier tro-war-dro an ekomirdi. "Sistr a reomp a zo sistr bio peogwir e meump ket 'met gwerjeoù a zo bet roet demp gant tud a ne reont ket sistr ken ha ne vez ket tretet an avaloù e mod ebet. Ar sistr zo bio." Kustum e vez graet gant plouz ha ne vez ket laosket an avaloù e seier met "ret e oa mont buan" eme Michel Hamon. Gant plouz e vo graet e-kerzh gouel ar sistr hag al lambig avat. 

Pennad-komz gant Michel Hamon ha Jean Penn (Tudi Crequer - 20 mn)

Ar sistr 'zo ekstra, amañ " 

Goude ar waskadenn e "vez soutiret hag e lakomp an dra-se en boutailhoù tro miz C'hwevrer, hag e lakomp un toullad mat, 1 500 boutailhad" eme Jean Penn. "Hag e roomp da danvañ da doud an dud a base hag e werzhomp ivez ar re o deus c'hoant da gaout". Hag "ar sistr 'zo ekstra, amañ ez eus spécialistes" a embann fier Michel Hamon. 

Moien e vo deoc'h ivez mont da welet penaos e ve z fardet sistr gant paotred an ekomirdi e kerzh Gouel ar sistr hag al lambig a vo d'ar 27 a viz Here en ekomirdi. 3€ ar mont e-barzh ha 12€ evit ar pred. Titour da gaout amañ. 

Choix de la station

À venir dansDanssecondess

France Bleu