Bank ar boued | Pedet emaoc'h da reiñ digwener ha disadorn
Dastummet e vo boued digwener ha disadorn gant Bank ar boued e-pep lec'h er vro. Etre daou vil ha tri mil den a-youl vat a vo dirak ar gourmac'hadoù e Penn-ar-Bed.

Fichañs neus an dud a youl-vat dastumm 350 tonenn boued digwener ha disadorn, "da lavaret eo 700 000 pred", a zispleg Remi Guegan, a youl-vat e Bank ar boued, e Brest.
Evel bep bloaz e vo pedet an dud, a zaio d'ober prennadedoù da reiñ un tamm. "Ne c'houlennomp ket boued fresk, a gendalc'h an den. Kentoc'h boestoù-mir ha produioù "festif" a-raok gouelioù fin ar bloaz. Produioù evit netaat, savoñs da skouer."
"Ne labouromp ket omp unan" Remi Guegan, Bank ar boued
Chom a raio er vro ar boued dastummet. "Goude-se e vo roet d'ar c'hevredigezhoù a labour ganeomp pe d'ar c'hreizennoù sokial, a zispleg Remi Guegan. Labourat a reomp holl asambles, dorn ha dorn !"
Ma France : Économies d’énergie
Hausse généralisée du coût de la vie, risque de pénurie d’électricité ou de gaz, phénomènes climatiques extrêmes : ces crises bouleversent nos quotidiens, transforment nos modes de vie, nous poussent à dessiner les contours d’horizons nouveaux. Pour répondre à ces défis, France Bleu et Make.org lancent une grande consultation citoyenne autour des économies d’énergie. Prenez position sur ces solutions & proposez les vôtres !