Bev.bzh, un site pour rencontrer d'autres bretonnants hag ober traoù e brezhoneg
Mettre en relation des bretonnants, et proposer de participer à des activités de tous les jours en breton : c'est le but de la plateforme Bev.bzh, qui vient de voir le jour. Faire du sport, boire un verre ou faire du co-voiturage en breton, les premières propositions sont en ligne !
Ul lec'hienn internet evit lakaat an dud o deus c'hoant ober traoù e brezhoneg d'en em vodañ : setu pal ar savenn Bev.bzh. Ur seurt rouedad, evel "On va sortir", met e brezhoneg, ha lec'h ma c'hellec'h gwelet pep tra a vez kinniget gant brezhonegerien all e Breizh, dre ur gartenn pe ul listenn.
Pep hini a c'hell "lakaat fichennoù evit degemer an dud en e di, evit noziadoù pe evit predoù" a zispleg David ar Rouz, a zo e penn ar gevredigezh Roued a ra war-dro ar raktres. Moaien zo kinnig a bep seurt traoù : "marteze e ya un den da redek bep sizhun d'ar memes eur, neuze e c'hell lakaat an dra-se evel un dra da rannañ, da vevañ asambles gant brezhonegerien all. Pe lavaret a ran sport, met gellout a ra bezañ arzoù, mont d'ar sinema, d'ur sonadeg bennak".
Un nebeut emgavioù kinniget dija
N'eus ket met mont war al lec'hienn, lakaat e anv ha klask un deiz pe ul lec'h evit kavout brezhonegerien all, pe kinnig abadennoù.
Krouet eo bet al lec'hienn Bev.bzh a-drugarez da sikour ar Redadeg 2018, ha klasket e vez c'hoazh un doare da arc'hantaouiñ mont-en-dro ar savenn. Evit poent ez eus un nebeut emgavioù a zo kinniget, evit mont da redek, debriñ en ur preti pe c'hoazh kenweturiñ. Ha spi a zo gant David ar Rouz e vo muioc'h mui a dud war ar rouedad.
Marteze e kemero amzer d'an dud soñjal lakaat an traoù enlinenn, evit rannan muioc'h a draou gant brezhonegerien tro dro dezho. met pezh a lavaran eo : kendalc'hit da lakaat [emgavioù], ha marteze ne vo ket ar wech kentañ, nag an eil, met tamm ha tamm e teuio. Brezhonegerien, grit gant hor benveg, evit ma vefe talvoudus ha kresket implij ar yezh er vuhez bemdez, e Breizh a-bezh ha memes en tu all.
Emgavioù 'zo kinniget dija e Bro-Spagn pe c'hoazh e Bro Suis !