Brest : degemerus e oa bet ar vusulmaned gant ar Vrestiz all
samedi 9 janvier 2016 à 20:15 Par Tudi Crequer, France Bleu Breizh Izel
Degemeret e oa bet ar Vrestiz e Kreizenn sevenadurel musulman Almadina, da geñver un devezh broadel aozet gant ar CFCM (Conseil Français du Culte Musulman). Un digarez a-feson e oa evit eskemm gant musulmaned ar vro ha kompren gwelloc'h petra eo an Islam.
Brest, France
"Amañ, n'eo ket ur voskenn met skol gozh infirmourez ar C'hroaz ruz. Prestet eo al lec'h-mañ da gevredigezh musulmaned Brest, gant an ti-kêr, keit a ma vez kaset labourioù er voskenn gozh", a zispleg deomp Fulup Abalip. Hemañ zo deuet da vezañ musulman meur a vloavezh-zo. Displegañ a ra pep tra deomp daoust ma n'eo ket kustum da zont amañ kenneubeut. Kavout a ra gwelloc'h chom 'ba gêr evit pediñ.
Kompren gwelloc'h an Islam
Deuet e oa meur a gant den a-hed an devezh el lec'h-mañ evit dizoloiñ al lec'h. Deuet e oa da skouer Jean Miossec, ur brestad, da welet "e pelec'h emañ ar vusulmaned o pediñ". Fañch Moysan, ur brestad all, a gav dezhañ eo un dra vat seurt darvoudoù, rak "kalz a dud a zo erruet evit kompren gwelloc'h petra eo an Islam".
"C'hoant e m'oa eskemm gant musulmaned ar vro", Jakez Andre
Dedennet bras e oa ivez Jakez Andre, ur brestad all, da gemer perzh en darvoud-mañ. "Ar wech kentañ e oan bet en ur voskeen e oa e Damas, 40 vloaz-so. Ne m'oa ket komprenet kalz a dra. D'ar mare-se, ne m'oa ket lakaet c'hoazh ma fri er C'horan. Tamm ha tamm, da c'houde, e m'eus kroget da lenn ha klask kompren pesuert mennozh a oa gant ar vusulmaned. Peogwir hon o chom e Brest e m'eus ar c'hoant da eskemm gant musulmaned ar vro ivez."
Ur relijion a beoc'h
Un digarez e oa ivez an dervezh-se evit sevel goulennoù ouzh Slimane Harrag, prezidant an ACMB. "Dedennus eo e zoare da wel an Islam, digor e spered. Evitañ, hag evidomp, hor relijion a zo ur relijion a beoc'h hag a vreudeuriez. Netra da wel gant ar brezel. Ouzhpenn da-se eo ur paotr chik, va c'helenner arabek eo !", eme Fulup Abalip.
Goude ar prezegennoù e oa bet pedet an dud da astenn ar gaoz en ur evañ ur banne te ha debriñ gwastilli ha boued lipous. "Brav e oa", eme Fañch Moysan. "Ret e vefe sevel seurt traoù bep ploaz !"