Daoust m'eo serr an ilizoù e labour ar veleien memestra
Gant ar prantad klozañ-mañ ez eus ur bern traoù a cheñch en hor buhez. Da skouer ma 'z a d'an anaon un den par pe kar deomp n'eus ket tu da lidañ e obidoù e-barzh un iliz met ar veleien a c'hell memestra dont d'ar vered evit ober ul lid. Bastian Davy, beleg e Karaez a zispleg hiroc'h deomp.

Gant ar prantad kenfinañ 'zo er mare-mañ ha betek an 11 a viz Mae d'an nebeutañ ez eus ur bern traoù a cheñch en hor buhez, evit ar veleien evel evit ar re all. Difennet eo dezho mont da welet o farrizianiz evel-just, degemer anezho ha lidañ oferennoù en ilizoù. Setu penaos e vez graet gant ar veleien evit kas o c'hefridi da benn neuze ?
Klask a ra Bastian Davy, beleg e Karaez, bezañ tost eus an dud en un doare all, da lavaret eo e vez selaouet kalz an dud. Kalz amzer e tremen ouzh ar bellgomz, etre div ha teir eurvezh bemdez abaoe kreiz miz Meurzh p'omp bet kenfinet. N'eo ket anat ar prantad evit an dud dreist-holl pa 'z a d'an anaon un den tost d'hor c'halon, emezañ.
Ma France : Mieux vivre
Hausse généralisée du coût de la vie, phénomènes climatiques extrêmes : ces crises bouleversent nos quotidiens, transforment nos modes de vie, nous poussent à dessiner les contours d’horizons nouveaux. Pour répondre à ces défis, France Bleu et Make.org lancent ainsi une nouvelle consultation citoyenne intitulée “Mieux vivre”. Prenez position sur ces solutions & proposez les vôtres.