Diviz ar Yaou | An tagadennoù war ar c'hezeg ha 511 levr embannet e miz Gwengolo
Cette semaine le débat du jeudi revient sur l'actu de la semaine. On parle des mystérieuses attaques sur les chevaux et de la rentrée littéraire avec les journalistes Erwann Chartier du Poher et Maïwenn Raynaudon-Kerzerho de Bretons.
E diviz ar Yaou ar sizhun-mañ e oa degemeret kazetennerien evit komz eus pezh a ra keleier ar sizhun. Lakaet ez eus bet ar gaoz war ar c'hezeg gloazet pe lazhet e pep lec'h e Frañs, ha war "distro-skol ar skrivagnerien", "la rentrée littéraire" hag ar 511 levr embannet ar miz-mañ.
Tagadennoù a-enep ar c'hezeg
Abaoe un nebeud sizhunvezhioù e vez anv eus kezeg gloazet, lod anezho a zo bet troc'het ur skouarn, lod all lazhet. Digoret ez eus bet 153 enklask war Frañs a-bezh, met den ebet n'eo bet harzhet. Petra a zo kaoz eus an tagadennoù, gant piv e vez lazhet pe gloazet ar c'hezeg ? Ur strollad tud liammet etrezo, pe get ? Ha penaos ober evit ma chomfe sioul an traoù war ar maez, pa vez strolladoù tud o klask herzel tud all gant fuzuilhoù ? Selaouit lodenn kentañ an diviz.
Diviz ar Yaou, lodenn kentañ - ar c'hezeg taget
511 levr o tont er maez e miz Gwengolo
Evel bep bloaz eo deuet er maez ur bern levrioù e miz Gwengolo : 511. Ar "rentrée littéraire", lakaat kement a levrioù da zont er maez er memes koulz a zo un hengoun e Frañs, gant an tiez-embann o klask brudañ o levrioù evit ma vint dibabet evit prizioù bras an diskar-amzer : ar Goncourt, ar Renaudot, Priz an Akademi hag all. Met n'eus ket met 20% anezho a vo lakaet war wel gant er stalioù-levrioù, ha nebeutoc'h c'hoazh a vo prenet, a zispleg Maïwenn Raynaudon-Kerzerho. Lakaet eo bet ar gaoz ivez war un nebeud levrioù a denn eus Breizh.
Diviz ar Yaou, lodenn 2 - 511 levr deuet er maez e-kerzh ur miz