Société

Diviz ar yaou | Ar skrammoù evit ar vugale : un dañjer pe ur benveg dreist ?

Par Pauline Kerscaven, France Bleu Breizh Izel mardi 20 juin 2017 à 15:11

Gant muioc'h muiañ a vugale e vez implijet pellgomzioù evit c'hoari.
Gant muioc'h muiañ a vugale e vez implijet pellgomzioù evit c'hoari. © Maxppp - Anne-Sophie Bost

Le "diviz ar yaou", le jeudi de 19h10 à 19h30 soulève cette question : les écrans sont-ils dangereux pour les enfants ou sont-ils un nouvel outil éducatif ? War-eeun e vo ganeomp ur psikologour hag ur c'helenner evit tabutal war ar sujed-mañ.

"Muioc'h muiañ a vabigoù a sell betek re ar skrammoù : poellgomzerioù, tabletennoù niverel, urzhiataerioù pe c'hoazh ar skinwel. Ha dañjerus eo." Tennet eo ar frasenn-mañ eus ur pennad skrivet gant un toullad medisined er gazetenn Le Monde. "Gwellout a reomp bugale 3 bloaz a ne sell ket ouzomp pa komzomp ganto, ne gomz ket lod deus outo ha lod all a zo strafuilhet pe gouzañvus."

Tele ebet a-raok 3 bloaz ?

Goulenn a ra ar medisined-mañ e vefe savet gwir enklaskoù hep lobi an embregerezhoù niverel evit studiañ da vat al liammoù etre ar skrammoù ha diorenn ar vugale. D'ar mare-mañ n'eo ket bet embannet ur gwir koulzad dizarbenn er vro, padal e vije brav kelaouiñ ar gerent. Evit ar poent, n'eus nemet ur c'houlzad e Belgia, kinniget gant Yapaka.

Kinnig a ra ar strollad-mañ reolennoù resis, evel an hini anvet 3-6-9-12 : arabat lakaat ar vugale dindan 3 bloaz dirak ar skrammoù, letrin c'hoari ebet a-raok 6 vloaz, arabat laoskel ar vugale dindan 9 bloaz da vont war internet ha ret eo mont ganto war internet betek o dije 12 vloaz. Ijinet oa bet ar reolenn-se gant Serge Tisseron, psikiatrour ha bredelfenner, skrivet gantañ al levr "Grandir avec les écrans".

"Kollet eo ar gerent" Serge Tisseron, psikiatrour ha bredelfenner

"Kollet eo ar gerent pe ar re a labour gant ar vugale. Da bet oad e c'heller profañ ul letrin c'hoari ? Pe ur pellgomz ezoug ? N'eo ket aes da sevel alioù evit an holl met pouezhus eo displeg n'eo ket mat lakaat ur bugel dirak an tele a-raok tri bloaz, a zispleg Serge Tisseron. Mod all e vo spontus an dilerc'hioù evit ar re yaouank hag ar gevredigezh dre vras."

E Belgia, e vez kinniget skritelloù gant ar strollad Yapaka.  - Aucun(e)
E Belgia, e vez kinniget skritelloù gant ar strollad Yapaka. - Yapaka

Ar skrammoù : ur benveg evit ar vugale

Gallout a ra ivez ar skrammoù bezañ ur benveg implijet er gêr pe er skol. E skol Joliot-Curie, e Skaer, e vez implijet tabletennoù niverel er skol-vamm gant Erik Ligeour. "Aesoc'h eo eget un urzhiater. Deskiñ a ra ar vugale ar sifroù, enrollañ a reomp videoioù da skouer", eme ar skolaer.

Arloadoù ispisial a zo e brezhoneg. Gant an embregerzh Marbotic, staliet e Bourdel, ez eo bet troet an arload "10 doigts" en un toullad yezhoù, ar brezhoneg en o zouez. Un arload all a zo anvet "j'ai compris".

Gant an arload-mañ e c'hell ar vugale deskiñ kountañ.  - Aucun(e)
Gant an arload-mañ e c'hell ar vugale deskiñ kountañ. - Marbotic

"Gallout a ra bezañ ur benveg dreist" Jean-Yves Mer, psikologour skol

Met war evezh e chom Erik Ligeour : "N'em eus ket c'hoant e teufe ar vugale "addikt" gant an tabletennoù. N'eo ket hir ar prantad dirak ar skramm". A-du emañ Jean-Yves Mer, psikologour skol, gant ar skolaer. "Gallout a ra ar skrammoù degas doareoù disheñvel evit disoleiñ ar bed, ur benveg dreist e c'hell bezañ ivez evit bugale ampechet da skouer. Met arabat en em stagañ dirak ur skramm !"

An diviz : diriaou etre 7e10 ha 7e30, diouzh noz

Diriaou, etre 7e10 ha 7e30 diouzh noz e vo Erik Ligeour, skolaer e Skaer ha Jean-Yves Mer, psikologour-skol, ganeomp war-eeun. Gallout a reoc'h kemer perzh c'hwi ivez en diviz, pa vijec'h kerent, kelennerien pe tud yaouank !

  • dre Facebook ha Twitter
  • pe dre telefon : pellgomzit deomp 02 98 53 65 65 !