Infos

Adselaouit Diviz ar Yaou | Bro Gozh ma zadoù, ur c'han broadel evit petra ?

Par Nolwenn Quioc, France Bleu Breizh Izel jeudi 14 janvier 2016 à 14:31 Mis à jour le jeudi 14 janvier 2016 à 22:09

- Poellgor Bro Gozh ma zadoù a zifenn kan broadel Breizh

Bro Gozh ma zadoù, l'hymne de la Bretagne, sert-il encore à quelque chose ? On l'entend parfois lors de matchs de foot ou de manifestations officielles, mais est-il vraiment connu des bretons ? C'était le thème du débat en breton ce jeudi 14 janvier.

Tost an holl, e Bro C'hall, a anavez ar Marseillaise, kan broadel Frañs. D'an nebeutañ an ton pe ul lodenn anezhi. Met piv a oar kanañ Bro Gozh ma Zadoù ? Memes an diskan n'eo ket anavezet mat ar pozioù. 

Pa vez ur c'hrogad melldroad etre div skipailh eus Breizh e vez kanet a-wechoù Bro Gozh ma zadoù. Graet eo bet disadorn evit an "derby" etre Roazhon hag an Oriant, ha soñj hon eus eus tro diwezhañ Kib Bro C'hall 2014 pa oa bet kanet gant Nolwenn Leroy e Stad Frañs. Kanet e oa bet Bro Gozh just a-raok ar Marseillaise, evit ar c'hrogad foball etre Gwengamp ha Roazhon. 

Estreget er sport ne vez ket klevet alies ar ganaouenn. Un arouez eo nemetken ? Ha petra a soñj dezho ar c'hallaouegerien ? kanet e vez ganto imn Breizh e brezhoneg ?

An dud pedet

Evit respont d'an holl goulennoù-se e oa 3 den ganeomp  : 

  • Padrig Malrieux, ezel eus Poellgor Bro gozh ma Zadoù, a ro ur priz bep bloaz d'un den a ra traoù evit difenn kan broadel Breizh
  • Herve ar Bihan, kelenner e Skol-Veur Roazhon
  • Kaelig, Kanererz, gounezet ganti an "Défi Bro Gozh" e 2014

Klevet eo bet ivez un nebeut "Broioù kozh", hag ali ur skolaer a zesk bep bloaz d'e skolidi Bro Gozh ma zadoù, e brezhoneg... hag e gallaoueg.

Diviz ar Yaou - Bro Gozh ma Zadoù

Partager sur :