Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour

Diviz ar Yaou | "Diaes eo bezañ musulman hiriv-an-deiz e Breizh"

-
Par , France Bleu Breizh Izel

D'an 21 a viz Mae e oa bet lakaet ar gaoz war blas an Islam e Breizh. Thierry Magot a zo o paouez embann ul levr anvet "Comment peut-on être breton et musulman ?". Fulup Abalip a zo musulman abaoe bloavezhioù ivez, soner eo e Brest. Klevet oa bet ivez Izold Anna Gwegan, ur vusulmanez yaouank.

Comment peut-on être breton et musulman
Comment peut-on être breton et musulman © Radio France

Diaes bezañ musulman hiriv-an-deiz ?

> Izold Anna Gwegan : "Tud'zo a zo souezhet. C'hoant o deus kompren perak ur plac'h eveldon a n'emañ ket o gwiskañ an Hijab a c'hell lavar eo musulmanez. Met, displegañ a ran dezho e z'eo nemet un hent speredel giz ar boudism ha tremen a ra mat bep taol. " 

> Thierry Magot : _"Diaes eo lavar on musulman hiriv-an-deiz. _Bep taol e lavaran on musulman e en em santan 'giz un den oc'h ober e Goming Out. N'eo ket normal evit an dud e vefe un den kozh eus Breizh giz don bezañ musulman."

> Fulup Abalip : "Er c'hontrol eo evidon eget evit Thierry Magot. Aes eo evidon. Peogwir dimezet e oan bet gant va gwreg (musulmanez) e Ti Gwenn (Casablanca) dek vloaz-so ha bevañ a ran an Islam d'un doare sioul ha seder. _Tud Brest a zo tud digor tre._"

Ar c'horan, ur relijion a skoazell stourm ar bezhoneg ?

> Thierry Magot : "Liesseurted ar yezhoù er bed a zo ur pinvidikezh hervez ar C'horan . An dra-mañ a zo displeget e meur a werzenn, daoust ma n'int ket gwall vrudet. (...) Er seizhvet kantved e oa dija ar persanek, arabek, rannyezhoù arabek ivez, bez e oa ar koptek."


E peseurt yezh e vez pedet ganeoc'h ? 

> Fulup Abalip : "Evidon-me eo en arabek. Peogwir deskiñ a ran an arabek bemdez abaoe dek vloaz. Setu, gwelloc'h eo lenn en arabek eget e brezhoneg peogwir hir eo al levr" 

> Thierry Magot : "En Islan hengounel e vez gwelet peurliesañ an arabek giz ur yezh sakr. N'on ket a-du gant an dra-se. Evidon-me, yezh an Islam a zo yezh kalon ar grederien. Setu, ober a ran va fedennoù dreist-holl e galleg, yezh a-vihannig, met mesket a-wechoù gant gallaoueg, yezh ma c'halon, va familh pa oan bugel. Met, implij a ran ivez brezhoneg hag implijout a ran ivez arabek"

"Pediñ a ran e galleg, gallaoueg, brezhoneg hag arabek", Thierry Magot

Petra soñjit eus stad an Islam hiriv-an-deiz ?

> Izold Anna Gwegan : "A-du on gant tud giz Abdennour Bidar evit lavar eo klañv an Islam hiriv-an-deiz . Ar bed islamek a zo o vont war-gil. Met ret eo ober un diforc'h etre an hengounioù er broioù islamek hag ar speredelezh Islamek e mod vije ret bevañ anezhi. Arabat bevañ ken er grenn-amzer, ret eo ijinañ un Islam europeaniz."

> Fulup Abalip : _"_Evidon-me, tud musulman a zo tud reizh a zo o vevañ ur vuhez ordinal. N'eo ket pounner an Islam e vro Marroko da skouer lec'h ma vevan ur miz pe zaou bep ploaz. Setu, kudennoù ebet, ha plijus eo zoken ar gevredigezh e Bro Marroko."

> Thierry Magot : "Diaes eo difenn an Islam rak n'eus ket nemet ur stumm a Islam. N'eo ket evel er c'hatolisism. N'eus ket a "hiérarchie", n'eus ket a veleien, n'eus ket a Bap. N'eo ket tamm ebet ar memes doare a relijion. Met a-du on evit lavar eo pouezus adkempenn an Islam evit gwelaat an Islam."

Adselaouit an diviz a-bezh amañ :

Diviz ar Yaou | Bezañ Musulman e Breizh

LEVR : Prenañ al levr "Comment peut-on être breton et musulman" e ti-embann Coëtquen Editions

SONEREZH :  Lec'hienn internet ar soner Fulup Abalip

POLTRED : "Izold, muzulmanez, 22 vloaz : "Va zad zo boudist ha va mamm drouizez""

Izold Anna Gwegan
Izold Anna Gwegan © Radio France
Choix de la station

À venir dansDanssecondess