Diviz ar Yaou - "Dindan dek segondenn, hep tabut ebet on bet harzet" eme Tangi Kermarrec, kazetenner France 3
On décrypte l'actualité dans le Diviz ar Yaou cette semaine. Au menu : la loi de sécurité globale, et les nouvelles mesures du confinement. On en parle avec Tara Lagoutte, journaliste de TF1 à Brest, et Tangi Kermarrec, journaliste à France 3, arrêté et placé en garde à vue lors d'une manifestation.
Manifestadegoù a zo, a zo bet hag a vo en dibenn-sizhun e pep lec'h e Frañs a-enep d'al lezenn surentez hollek, a vez studiet er Parlamant er mare-mañ. E fin unan eus ar manifestadegoù-mañ, d'ar 17 a viz Du, e Pariz e oa bet harzet ur c'hazetenner a oa o filmañ an traoù gant e bellgomzer hezoug.
En em gavet e fin ar vanifestadeg dre zegouez, hag harzet
Tangi Kermarrec en deus kontet deomp petra zo tremenet dezhañ an nozvezh-se. "O tistreiñ 'barzh gêr e oan war-lerc’h un devezh labour ha ne ouien ket e oa eus ur vanifestadeg war an tem-se. [...] Gwelet em eus poliserien o klask bountañ kuit un toullad manifesterien, ha kroget am eus da filmañ gant ma fellgomzer hezoug en un dorn hag em dorn all ma c'hartenn kazetenner. Hag e mod-se ’m eus tostaet eus al lec'h ma oa bet harzet 6 den", hep na vefe difennet dezhañ gant ar boliserien o deus laosket anezhañ da dremen, eme ar c'hazetenner.
Selaouit lodenn gentañ Diviz ar Yaou war al lezenn surentez hollek gant Tangi Kermarrec ha Tara Lagoutte
"Hag a daol trumm ur poliser a oa enaouet hag o lavar din e oa skuizh gant ar gazetennerien. Lavaret em eus dezhañ ne oan ket o filmañ anezhañ, hag a-daol-trumm en deus harzet ac'hanon."
Dindan 10 segondenn, hep tabut ebet, on bet lakaet gant ar re all war al leur, hag harzet - Tangi Kermarrec
Dalc'het dindan evezh e-pad 7 eur
Chomet eo dindan evezh ar justis e-pad seizh eurvezh, a-raok gellet distreiñ d'ar gêr. Ha seurt traoù a c'hellfe c'hoarvezout aliesoc'h gant ar mennad 24 eus al lezenn surentez hollek, a zifenn filmañ poliserien o labourat gant ar soñj ober noaz dezho. Gant al lezenn-mañ e cheñchfe tro spered ar boliserien war ar gazetennerien hag ar vanifesterien, eme Tangi Kermarrec ha Tara Lagoutte.
Reolennoù nevez evit ar prantad kenfinañ e miz Kerzu
E eil lodenn Diviz ar Yaou ez eus bet komzet eus ar reolennoù nevez a zo bet embannet ar sizhun-mañ gant Emmanuel Macron evit prantad kenfinañ miz Kerzu. Oc'h ober reportajoù he deus kejet Tara Lagoutte, gant perc'henned stalioù a zo diaes ar vuhez evito. Daoust ha trawalc'h e vo ar sikourioù a zo bet displeget gant Jean Castex ? Penaos e vo an dazont evit an tavarnioù hag ar pretioù ? Ha Nedeleg ? N’eo ket sur emañ ar respont gant unan bennak.
Selaouit eil lodenn Diviz ar Yaou diwar-benn ar muzulioù nevez kemeret gant ar gouarnamant e-keñver ar prantad kenfinañ