Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Société

Diviz ar yaou | Daoust-ha re a ziez-hañv ez eus e Breizh ?

jeudi 28 juin 2018 à 20:07 Par Pauline Kerscaven, France Bleu Breizh Izel

Pevarzek ti war kant e Breizh a zo tiez-hañv, hervez an Insee. Re eo evit izili ar strollad Dispac'h, kroget ganto da begañ skritelloù war an tiez vak. Met pouezhus int memestra evit ekonomiez ar vro. Peseurt diskoulmoù a zo neuze evit adkempouezañ an niver a ziez vakañsoù gant ar re all ?

Gant Dispac'h e vez peget skritelloù war an tiez-hañv.
Gant Dispac'h e vez peget skritelloù war an tiez-hañv. - Dispac'h

Bretagne, France

Stalafoù serret, dorioù prennet. Degemeret mat war an aod, e Breizh, e-pad ar goañv. Ha pa erru an hañv e erru ivez ar retretidi prenet ganto ul lojeiz e-kichen ar mor. Pevarzek ti war kant e Breizh a zo eil annez, "résidence secondaire" e galleg flour. Ha gwasoc'h eo e lec'hioù zo, 80% deus gant deus an tiegezhoù a servij evit ar vakansoù hepken e Arzon, er Morbihan, da skouer.   

An dud pedet  : Camille deus Dispac'h ha Maxime Touzé, deus an UDB

Lazhet e vez buhez ar c'humunioù gant an tiez-hañv ? Ha pouezhus eo an tiez-hañv evit ekonomiez ar vro ? Penaos e tremen an traoù e broioù all ?  Setu ar goulennoù savet da vare Diviz ar yaou, skignet d'ar Yaou 27 a viz Even.   

Pedet e oa bet ganeomp Camille, ur paotr ezel deus ar gevredigezh Dispac'h, ur strollad dizalc'hour, enep-kapitalour, benelour, ekologour hag etrevroadelour, savet e miz Meurzh. Boikotet eo bet gant Dispac'h ar film "Bécassine" ha stourm a ra ivez a-enep an tiez-hañv.  

An eil den pedet oa Maxime Touzé, ezel deus an UDB, sekretour ar re yaouank en UDB ha redaktour evit Pobl Vreizh..

Selaouit en dro ouzh an diviz !  

C'hwitet eo bet an taol ganeoc'h ? Tu zo deoc'h selaou en dro ouzh an diviz amañ !   

Lodenn gentañ

Lodenn gentañ an diviz gant Camille deus Dispac'h ha Maxime Touzé, deus an UDB.

Eil lodenn

Eil lodenn an diviz gant Camille, deus Dispac'h ha Maxime Touzé, deus an UDB.

Gant Dispac'h e vo aozet un darvoud dreist ordinal e-pad an hañv. - Aucun(e)
Gant Dispac'h e vo aozet un darvoud dreist ordinal e-pad an hañv. - Dispac'h