Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Société

ADSELAOU | Diviz ar yaou : Ar rouedadoù sokial, ur chañs evit ar brezhoneg ?

mardi 21 novembre 2017 à 12:14 Par Pauline Kerscaven, France Bleu Breizh Izel

Un toullad tud a zo ezel deus Facebook e brezhoneg, lod a skriv e yezh ar vro war Twitter. Met penaos mont pelloc'h gant ar rouedadoù sokial e brezhoneg ?

Gant an arload "Stag" e c'heller kejañ ouzh brezhonegerien er bed a bezh.
Gant an arload "Stag" e c'heller kejañ ouzh brezhonegerien er bed a bezh. © Radio France - pauline kerscaven

Bretagne, France

"Kasit ho kemenadennoù e brezhoneg mar-plij. Ha chomit dereat ha doujus." Setu frazenn-stur ar strollad "Facebook e brezhoneg", heuliet gant ouzhpenn dek mil den. War Twitter ivez e vez postet frazennoù e brezhoneg alies, gant an hashtag #bzhg. Met penaos mont pelloc'h gant ar rouedadoù sokial e brezhoneg ? Arloadoù a zo bet krouet dija evel Stag. Ha reoù all a zo war ar stern.

Setu perak hon eus ni dibabet sevel ar goulenn-mañ : hag emañ ar rouedadoù sokial o vont da ziorren ar brezhoneg ? Savet e vo neuze diriaou, da vare diviz ar Yaou, etre 7e10 ha 7e30.

War-eeun e vo tri zen ganeomp :

  • Romain Sponnagel, krouet gantañ "Stag" ;
  • Florian Lannuzel, grafour ha diorroer web, e-penn "bev.bzh", ezel eus Brezhoneg e Brest ;
  • Gwen Meynier, paotr an Drouizig, troet gantañ c'hoarioù video e brezhoneg.

Peseurt raktresoù a zo war ar stern ?

Lakaet e vo ar gomz war ar pezh a zo bet krouet, evel "Stag", un arload evit kejañ ouzh bretoned hag ouzh brezhonegerien er bed a-bezh.

Met petra a zo war ar stern ? Emañ da-skouer Florian Lannuzel ha David ar Rouz o klask sevel ur rouedad sokial evit ar brezhonegerien hepken. Evit ar poent, n'eus nemet ur bajenn a zo bet savet, anvet eo "bev.bzh". Gallout a rafe ar raktres bezañ arc'hantaouet gant ar Redadeg.

Un nozvezh staliañ oa bet aozet gant " Brezhoneg e Brest" hag "An Drouizig". - Aucun(e)
Un nozvezh staliañ oa bet aozet gant " Brezhoneg e Brest" hag "An Drouizig". - An drouizig

Gant kevredigezhioù evel "Brezhoneg e Brest" e vez aozet atalieroù evit staliañ arloadoù e brezhoneg war an urzhiataer. Kalz a ostlihoù a zo bet troet e brezhoneg met ne vezont ket pellgarget kalz. Penaos mont war-raok neuze ? Hag ur gudenn bruderezh eo tra ken ? Ha petra a vije brav treiñ pe krouiñ evit mont pelloc'h gant ar rouedadoù sokial e brezhoneg ?

ADSELAOU | Diviz ar yaou : Ar rouedadoù sokial, ur chañs evit ar brezhoneg ? Lodenn 1

ADSELAOU | Diviz ar yaou : Ar rouedadoù sokial, ur chañs evit ar brezhoneg ? Lodenn 2

ADSELAOU | Diviz ar yaou : Ar rouedadoù sokial, ur chañs evit ar brezhoneg ? Lodenn 3