Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour

Diviz ar yaou | Izold, muzulmanez, 22 vloaz : "Va zad zo boudist ha va mamm drouizez"

-
Par , France Bleu Breizh Izel

Izold Anna Gwegan, musulmanez yaouank, 22 vloaz a zo studierez war an arkeologiezh e Strasbourk. Bevet he deus ivez e Bro Ejipt ha Bro Liban. Musulman eo abaoe 10 vloaz. Displegañ a ra deomp e zoare da vezañ musulmanez hiriv-an-deiz :

Izold Anna Gwegan
Izold Anna Gwegan © Radio France

Penaos out deuet da vezañ musulmanez ? Anavezet m'eus an Islam dre ar soufihigezh* dek vloaz-so, pa oan c'hoazh ur grenardez. Bevet e m'eus e Bro Ejipt ivez e-pad ur bloaz setu anavezout a ran mat ar broioù arabek, Bro Ejipt ha Bro Liban dreist-holl ha desket m'eus un tammig arabek e Bro Ejipt ha kendalc'het m'eus da studiañ ar C'horan e Kairo pa oan o vevañ du-hont. Evidon, en deus pinvidikaet speredelez personel.Setu, n'out ket eus ur familh musulman... Nann, tamm ebet. Va zad a zo ur boudist ha va mamm a zo kentoc'h troet war-zu an drouizelezh hag ar relijion keltiek.

    "Va zad zo boudist ha va mamm kentoc'h troet war an-zu an drouized"

Ur familh lies-relijion neuze... Ya, un tammig (c'hoarzh)Ha daoust-hag-eñv e z'eo diaes da vezañ musulmanez hiriv-an-deiz ? D'am soñj, dipan a ra deus petra vez komprenet dre ar gêr "Islam". Evidon, an Islam a zo ur brederouriezh, un hent speredel ha kevrinel. Setu, un afer personel eo Setu n'eo ket diaes din bezañ musulmanez hiriv-an-deiz, rak va speredelez, evel ma reizelezh, ne sell nemedon.Ha daoust-hag-eñv eo aes dit embann out musulmanez ? Tud'zo a zo souezhet. C'hoant o deus kompren perak ur plac'h eveldon, ha n'emañ ket o wiskañ an niqab pe traoù evel-se a c'hell lavarout eo musulmanez. Met, displegañ a ran dezho e z'eo nemet un hent speredel ha setu tout evel ar boudism pe ar yoga pe an hentoù speredel all. Setu, ma z'int souezhet e tisplegan dezho ha n'eus kudenn ebet morse.Ur plac'h yaouank out. Alies e vez klevet n'eus ar maouezed ur plas izeloc'h eget ar baotred er C'horan. Disheñvel eo gant ar soufihigezh ? D'am soñj... Kentañ tra d'ober eo lakaat en-dro ar C'horan hag an Islam en e arroud istorel. Setu, traoù evel ar feulster pe reolennoù a-enep ar maouezed a rank bezañ laosket a-gostez da vat. Me m'eus bevet e Bro Ejipt hag anavezout a ran mat Bro Liban ha gouzout a ran mat petra eo plas ar merc'hed er broioù arabek ha dreist-holl e-touez ar vusulmidi. A-du on gant tud vel Abdennour Bidar pa lavar eo klañv an Islam er mare-mañ rak gwir eo ar maouezed, ar minorelezhioù relijiel pe reizhel a zo fall kenañ. D'am soñj ar bed Islamek zo o vont war gil. Ret eo paouez gant hengounioù ar grenn-amzer. Ret eo d'an Islam hen em adijinañ.

"Ret eo ober un diforc'h etre an hegounioù arabek hag ar speredelezh Islamek"

Ar speredelezh islamek a zo digor tre d'ar maouezed hervez ar soufihegezh, ur plac'h a zo ken pouezus eget ur paotr. Netra a zo difennet dezhi, ha n'eus micher relijiel ebet a zo difennet dezhi kenneubeut. Met, se zo hervez ar soufihegezh hag hervez an holl vusulmidi a glask krouiñ ur bed gwelloc'h o lakaat war pleustr ar speredelezh islamek. Met siwazh, hervez ur bern hengounioù kalz a merc'hed er broioù islamek ne c'hellont ket bevañ o speredelezh evel m'o deus c'hoant nag ober war-dro o buhez evel ma blij dezho kenneubeut. Setu, ret eo ober un diforc'h etre an hengounioù er broioù arabek, pe broioù all, hag ar speredelezh Islamek e mod vije ret bevañ anezhi hiriv an deiz.Setu, n'eo ket abalamour d'an Islam met kentoc'h abalamour d'ar matchoerezh (machisme). Daou dra disheñvel tre eo. Ya, daou dra disheñvel tre eo. Traoù 'zo a zo abalamour d'an hengounioù arabek ha gwir eo er C'horan ivez e z'eus traoù feulz ha reolennoù a-enep ar merc'hed. Se zo bet er grenn amzer ! Bremañ e 2015, ha dreist-holl e Europa, eo ret lezel a-gostez tout an draoù-se ha ret eo lezel ivez a-gostez an hengounioù arabek-se. Ret eo kemer ar pep gwellañ eus ar speredelezh islamek hag adijinañ un islam Europeaniz. Ne c'hellomp ket bevañ er grenn amzer ha ne c'hellomp ket bevañ e Saoudia-Arabia kenneubeut. N'eo ket posubl da wiskañ un Niqab pe da wiskañ un Hijab. Dibosupl eo, rak ne vevomp ket mui er grenn-amzer ha ne vevomp ket en ur vro arabek.

"Ne c'hellomp ket bevañ er grenn-amzer"****

Setu, gall a rez bezañ benevelourezh (feminist) ha musulmanez. Ya eveljust. Ne vo paotr ebet evit lavar petra ober. Daoust-ha-eñv eo bet ret dit displegañ memestra d'az familh pe d'az mignoned perak e oas troet war-zu an Islam ? Nann, peogwir va gerent a anavez mat ar soufihegezh dreist-holl prederourien giz Ibn Arabi pe Eva de Vitray-Meyerovitch pe Cheikh Khaled Bentounes, setu gouzout a reont eo evel ar Boudism, un hent speredel pinvidik ha ne cheñcho ket ac'hanon. Ar soufihegezh, hag an Islam n'eus pinvidikaet va buhez. M'eus ket cheñchet ma doare bevañ. Setu, chom a ran ur vreizhadez e-giz ar re all, evañ a ran sistr, mont a ran er festoù-noz, komz a ran brezhoneg ha gwisket on evel ar reoù all. Va speredelezh a zo kentoc'h troet war-zu an Islam, war-zu ar soufihegezh met ober a ran yoga, digor on d'an holl relijionoù, mont a ran d'an Iliz... Setu, n'on ket barret en ur relijion feulz ha strizh ha n'on ket ur jihadist o vont da Siria. Setu, n'int ket bet souezhet, n'o deus ket aon rak gouzout a reont piv on. Ne glaskan nemet kemer ar pep gwellañ eus ar speredelezh Islamek ha laosket a-gostez ar pezh ne c'hellan ket gouzañv.Petra pefe c'hoant lavar d'ar re, giz aotroù maer Vennelles n'oa diskleriet e vefe un dra vat difenn an Islam e Bro C'hall ? Ne ran foutre kaer eus ar pezh a soñj an dud-se o deus aon rak va relijion. C'hoant e m'efe lavar d'ar re o deus aon rak an Islam klask en em ditouriñ diwar-benn Istor an Islam diwar-benn prederourien Islamist brudet. Ha d'an tu all ret eo ivez d'ul lodenn eus ar vusulmidi o vevañ en Europa adijinañ o relijion setu an holl a rank ober strivoù. Ar re o deus aon eus an Islam hag ar re o deus ur relijion. N'eus ket ur strollad a dud jentil hag ur strollad a dud drouk. Setu, me a glask ober strivoù evit bezañ degemeret, diskouezh petra eo an Islam a garan hag an Islam a gomprenan ha n'eus kudenn ebet. Perak o deus tud'zo aon rak an Islam d'az soñj ? D'am soñj, e Europa, hag e Bro C'hall dreist-holl, an holl minorelezhioù o deus kudennoù hag ar vusulmidi a vezont alies taget. Gwir eo, tud feulz ha drouk a zo e Bro C'hall, dreist-holl e penn an FN, peogwir ne ouezont ket petra eo an Islam ha peogwir n'o deus ket c'hoant gouzout ivez. Hag en tu-all, ret eo lavar ar wirionez, ul lodenn eus ar vusulmidi ne reont strivoù ebet evit bezañ degemeret mat hag evit bevañ eveldomp. Eügus eo klevout tud giz Robert Ménard, aotroù-maer Béziers, met n'eo ket normal kenneubeut gwelout merc'hed e Brest pe e Gwened o wiskañ an Niqab*"Ar soufihigezh a vez lavaret "soufisme" e galleg. Un hent kevrinel eo eus an Islam."

Choix de la station

À venir dansDanssecondess