Société

Diviz ar yaou | L'égalité entre les hommes et les femmes, c'est possible ?

Par Pauline Kerscaven, France Bleu Breizh Izel mercredi 11 mars 2015 à 16:45

Dimanche 8 mars, journée internationale pour les droits des femmes (illustration).
Dimanche 8 mars, journée internationale pour les droits des femmes (illustration). © Fotolia.com

Daoust hag eo ingal, hiziv an deiz, ar merc'hed hag ar baotred ? Pe daoust hag e vint un deiz bennak ? Ha da betra servijfe ? Setu ar goulenn a vo savet diriaou, etre 19e ha 19e30, da vare "Diviz ar yaou".

Tem "Diviz ar yaou" : ar c'hevatalder merc'hed-paotred

Daoust hag eo ingal, hiziv an deiz, ar merc'hed hag ar baotred ? Pe daoust hag e vint un deiz bennak ? Ha da betra servijfe ? Perak n'o deus ket ar memes gopr ? Daoust hag e ra ar merc'hed muioc'h eget ar baotred en ti ? Petra a c'hellomp ober evit ma zafe an traoù gwelloc'h ?

Da biv vo savet ar goulennoù ?

Teir flac'h a vo ganeomp war-eeun : 

Denise Le Franc, 92 vloaz, deus Kemperle. Kanañ a ra atav hag ur vuhez fonnus 'neus bet ;Maela Kloareg, krouet ganti an embregerezh "Kuzulia" hag a ginnig statistikoù d'an embregerezhoù all. Labourat a ra ivez gant an deputed Jean-Luc Bleunven.Ninog Latimier, kelennerez e skolaj Diwan Kemper, troet ganti, da skouer, al levr "Ar forzhioù a gomz" (Les Monologues du vagin).   

Roit, c'hwi ivez, ho soñj !

Laoskit deomp ur gerig amañ dindan, pe war Facebook, pe war Twitter. Telefonit deomp ivez, etre 19e ha 19e30 : 02 98 53 65 65. Gall' a reoc'h ivez laosk ur gemenadenn war responterez ar radio : 02 98 53 53 33. 

Selaouit un neubeud testennioù

"Soñj' a ran eo pouezhus kaout ur c'henpouezh e-barzh ar skipailhoù." Youenn, bet klañdiour

19e - Merc'hed Youenn Chap

 

"Roet e vez re a bouez da skeudenn ar paotr pe ar plac'h." Klet, soner ha komedian

19e Merc'hed - Klet Beyer

 

"Emaon e-barzh ur gevredigezh evit difenn ar merc'hed." Tangi, komedian

19e Merc'hed - Tangi Simon

"Gant an enkadenn e vez klasket lakaat ar merc'hed da zistreiñ d'ar gêr met traoù all hon eus d'ober !" Corinne, hag a labour e-bed ar c'hleweled

19e Merc'hed - Corinne