Société

Diviz ar yaou | Penaos saveteiñ al labour-douar e Breizh ?

Par Pauline Kerscaven, France Bleu Breizh Izel mercredi 2 septembre 2015 à 21:32

Stanket e vo ar perif' gant al labourerien-douar a-raok mont e kreiz-kêr Paris.
Stanket e vo ar perif' gant al labourerien-douar a-raok mont e kreiz-kêr Paris. © Radio France

Les débats du jeudi en breton reprennent ! Aujourd'hui on se pose une question : comment sauver l'agriculture bretonne ? Quatre producteurs seront avec nous en direct, de 19h10 à 19h30. Vous aussi participez à cet échange, via nos réseaux sociaux et par téléphone 02 98 53 65 65.

Ar goulennoù

En arvar emaomp. Sed ahe ar pezh a vez lavaret gant an holl labourerien-douar an deiz a hiziv.Penaos ober neuze ? Hag-eñ eo ret lakaat en-dro ar c'hota evit al laezh ? Hag-eñ e c'hell muioc'h a labourerien-douar mont war-zu ar bio ? Hag eñ eo un diskoulm e vefe gwerzet kentoc'h war-eeun deus an ti feurm ?

Al labourerien-douar pedet

Pevar labourer-douar a vo ganeomp war-eeun etre seiz eur dek ha seiz eur hanter.

Emile Riou, saver moc'h deus vro vigouden hag ezel deus an FNSEA ;Yvon Cras, produet laezh gantañ hag deus Konfederation ar baisanted ; Iwan ar Baron, ur paotr yaouank oc'h erlec'hiañ labourerien-douar zo kostez an Oriant ; ha Jean-Luc Bleunven, deus Plabenneg, e Paris e vo ar c'hannad hiziv.  

Kemerit perzh en diviz

M'ho peus c'hoant sevel goulennoù dezho pe m'ho peus c'hoant embann ho soñj e c'helloc'h mont war Facebook ha Twitter pe pellgomz deomp diouztu 02 98 53 65 65 . Ar gwellañ a zo pellgomz un tammig a-raokHa gant an #labourdouar e vo tu deoc'h heuliañ an tabut war Twitter.