Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Société

Diviz ar Yaou | Peseurt dazont evit kevredigezhioù ar vro ?

mercredi 11 avril 2018 à 14:43 Par Tudi Crequer, France Bleu Breizh Izel

Bez ez eus etre 65 000 ha 70 000 kevredigezh e Breizh. Ur c'hard deus ar Vretoned a zo ezel deus unan anezho. Met n'eo ket plaen hag eeun dazont ar c'hevredigezhioù. Neubeutoc'h neubeutañ a yalc'hadoù a vez roet dezho pa z'a o rol sokial hag ekonomikel war gresk. Peseurt diskoulmoù zo da gaout ?

Breujoù meur ar c'hevredigezhioù a vo dalc'het en dibenn-sizhun-mañ
Breujoù meur ar c'hevredigezhioù a vo dalc'het en dibenn-sizhun-mañ - Rannvro Breizh

ADSELAOUIT AN ABADENN / Diviz ar Yaou | Peseurt dazont evit kevredigezhioù ar vro ? 

Disadorn e vo dalc'het breujoù meur ar c'hevredigezhioù. Prezegennoù ha kaozeadennoù a vo evit klask kompren gwelloc'h mont en-dro ar c'hevredigezhioù, peseurt cheñchamantoù a zo bet ganto er bloavezhioù tremenet, ha peseurt re a vo en dazont. Kaset zo bet a-benn un enklask pouezus, hir ha fonnus gant ar c'h/Kaser pe (CESER e galleg). Enni e vez desket ez eus etre 65 000 ha 70 000 kevredigezh e Breizh. Bez ez eus etre 640 000 ha 700 000 Breizhad a youl-vat. 

Daoust-hag-eñv e ouezit ivez e vez gopret 99 648 den gant kevredigezhioù ar rannvro ?Met n'eo ket aes bepred bezañ youlad pe e penn ur gevredigezh. Start eo a-wechoù kaout kement a labour war e chouk. Ha startoc'h c'hoazh pa z'a war zigresk a-vloaz da vloaz ar yalc'hadoù publik. Komzet e vo ganeomp diwar-benn mont en-dro ar c'hevredigezhioù  hag o dazont e Diviz ar Yaou ! 

Tud pedet 

  • Herve Latimier, kenurzhier enklask ar c'h/Kaser (Ceser e galleg). 
  • Gwenole Larvol, prezidant Emglev Bro Douarnenez

Roit deomp ho soñj

Ma fell deoc'h kemer perzh en diviz :