Société

Diviz ar yaou | Réécoutez notre débat sur la production laitière, en breton

Par Pauline Kerscaven, France Bleu Breizh Izel mercredi 18 février 2015 à 19:57

Daoust hag eñ vo bevet brezel al laezh c'hoazh gant ar broduerien ?
Daoust hag eñ vo bevet brezel al laezh c'hoazh gant ar broduerien ? © Radio France - Pauline Kerscaven

Tri den a oa war-eeun ganeomp etre 19e10 ha 19e30, diriaou, evit kaozeal deus al laezh. Lakaet hon eus ar gomz war fin ar c'hotaioù, priz al laezh ha deus petra a c'hell ober pep hini evit ma 'zafe gwelloc'h an traoù.

Diriaou, diouzh noz, adalek seiz eur dek, oa tabutet  tem al laezh. A-benn neubeud ne vo ket ken deus ar c'hotaioù. Ouzhpenn da-se, d'ar mare-mañ, eo re izel priz al laezh.

Daoust hag-eñ vo bevet brezel al laezh c'hoazh ?

Tri froduer a oa ganeomp war eeun evi respont d'ar goulenn-se.

 

Irene Lahuec, produerezh laezh e Kloar-Fouenant hag ezel deus an FDSEA ;Yvon Cras, produer laezh bio e Gwikar hag ezel deus ar C'honfederation paysanne ; Jean-Yves Salaun, produer laezh e Dirinon ha melestrour rann al laezh evit Triskalia.   

Selaouit en dro ouzh an diviz

DIVIZ AR YAOU | Laezh (Evit Erell)

 

Irène Lahuec, deus Kloar-Fouenant oa ganeomp er studio. Jean-Yves Salaun ha Yvon Cras a oa ganeomp dre bellgomz.  - Radio France
Irène Lahuec, deus Kloar-Fouenant oa ganeomp er studio. Jean-Yves Salaun ha Yvon Cras a oa ganeomp dre bellgomz. © Radio France - Pauline Kerscaven