Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour

Diviz ar Yaou | Reform program istor-geografiez : "Plas ebet c'hoazh evit Istor Breizh!"

-
Par , France Bleu Breizh Izel

D'an 11 a viz even e vo manifestet en-dro gant ar gelennerien a-enep reform ar skolach. Komzet e zo bet just awalc'h diwar-benn adreizh ar programoù istor-geo etre diryaou noz etre 19e10 ha 1930. Bez e oamp gant tri den. Daou gelenner istor-geo ha rener an ti-embann TES.

image par défaut

Tud pedet :

Erwann ar Berr , kelenner istor-geografiez e skolaj Jakez Riou Diwan Kemper> Marc Cochard , kelenner istor-geografiez e skolaj Meskoad Landerne en hentenn divyezhek> Christophe Nikolaz , rener an ti-embann TES

Adselaouit amañ an diviz-klok :

DIVIZ - Program Istor

Un istor ideologel ?

Hervez Luc Ferry, ministr kozh an deskadurezh stad, reform ar programoù istor a zo ur "spont". Un istor ideologel a lak dreist-holl ar bouez war kablusted Europa en trevadenniñ pe er sklavourez. Ret eo eme Luc Ferry kentoc'h kelenn karantez ar vro. Selaouit amañ respont Erwann ar Berr, kelenner e skolaj Jakez Riou Diwan Kemper :

"Chom a ra an istor ur benveg politikel evit plantañ d'ar vugale ar pezh a fell dezho"Erwann ar Berr, kelenner e Diwan

8e15 DIVIZ - Romant broadel

 

Dibosupl embann levrioù nevez benn 2016

Lakaet e vo e plas adreizh ar programoù e miz gwengolo 2016. Ret e vo neuze embann levrioù nevez, met dibosupl e vo kaout al levrioù e galleg kement hag e brezhoneg. Christophe Nikolaz a zo rener an ti-embann TES :

"Dibosupl e vo a-benn 2016. Forzh penaos e labourimp muioc'h mui gant alc'hwezioù USB"Christophe Nikolaz, rener TES

7e15 DIVIZ - levrioù

Plas Istor Breizh er programoù nevez

Ar sizhun tremenet e oa bet kaset ul lizher, gant Kreizenn Istor Breizh, da Najat Vallaud Belkacem evit ma vefe kelennet muioc'h Istor Breizh. Da-geñver plan adframmañ ar skolaj o deus c'hoant izili ar gevredigezh mont pelloc'h gant kelenn istor hor rannvro. Fulup lanoë a zo sekretour ar gevredigezh :

"Muioc'h a emrennerez a vo roet d'ar gelennerien, mat e vefe d'ar rektoriez boutañ warno evit kelenn istor Breizh"Fulup Lanoë, sekretour Kreizenn Istor Breizh

6e15 Lizher da Najat SON 2

Respont Marc Cochard, kelenner istor-geografiezh e skolaj Meskoad Landerne :

"Sklaer eo e vez kentoc'h kelennet Istor Breizh en hentennoù Divyezh, Dihun pe Diwan"Marc Cochard, kelenner divyezhek

DIVIZ - Istor Breizh

Choix de la station

À venir dansDanssecondess