Diviz ar Yaou - Start eo bezañ ugent vloaz e 2020 ?
Isolement social, précarité, angoisses... Les jeunes sont durement touchés par la crise du Covid. Comment vivent-ils cette période ? Quelles conséquences psychologiques le confinement aura-t-il sur cette génération qui s'estime "sacrifiée" ? On en parle en breton dans le Diviz ar Yaou.

"Start eo bezañ ugent vloaz e 2020". Setu 'pezh 'oa bet lavaret gant Emmanuel Macron un nebeud sizhunvezhioù 'zo. Tizhet eo kreñv ar re yaouank gant enkadenn ar C'hovid hag an eil kenfinañ : 85% eus ar re etre pemzek ha tregont vloaz a soñj int perzh eus ur rummad "aberzhet". Evit tri den yaouank diwar pevar en deus bet an eil kenfinañ efedoù bras war o stummadur, o buhez sokial pe o buhez micherel hervez ur studiadenn kaset da benn gant Odoxa e miz Du.
Efedoù "a hir dermen" evit ar re yaouank
Kentelioù en linenn, poan o kavout ur labour, fin an darempredoù sokial... E Diviz ar Yaou eo bet lakaet ar gaoz war buhez pemdez ha yec'hed-spered ar re yaouank da vare ar c'horonavirus gant Maria Malarde, studierez e Master 2 e Roazhon ha Clément Guillanton, psikologour e Montroulez. "N'em eus nemet c'hwec'h eurvezh kentelioù bep sizhun", eme Maria, "mes gwir eo n'eo ket aes heuli anezho en linenn".
Clément a wel "kalz muioc'h a skuizhder" gant ar re yaouank a resev. "Gwir eo ez eus ur sort anken a gendalc'h da vrasaat (...) Aon 'm eus e vije efedoù a hir dermen war an darempredoù, dreist-holl evit ar re yaouankoc'h, o do ar mare pouezusañ eus o buhez e keñver o c'hresk da vare ar C'hovid".
"Ar c'henfinañ n'en deus krouet netra nevez, mes kentoc'h lakaet war wel splannoc'h kudennoù a oa dija a-raok"
An diouer a liammoù sokial 'zo "diaes da vevañ"
Peseurt buhez sokial a chom evit ar re yaouank ? "N’eus ket mui a festoù-noz, n'eus ket mui netra, n'eo ket aes gwelet hor mignoned. An dra-se 'zo diaesoc'h da vevañ" evit Maria. "Aze 'vez graet traoù enlinenn, evit gwarn ar liamm, mes n'eo ket ar memes tra. Ma vez ret e kendalc'himp met diaes e vo ha krog 'ra bout hir chom hep gwelet an dud evit gwir".
Un efed disheñvel a zo gant ar c'henfinañ evit pep hini, a lavar Clément, met "tu 'zo soñjal e vo an dud gant kalz muioc'h a ziwaskadennoù. 'Se 'vefe poellek a-walc'h gant ar fed koll al liamm kevredadel etre ar studierien d'un oad m'eo a bouez-tre bezañ e liamm gant mignoned, paz eo aet kuit ar re yaouank eus ti o c'herent."
"Al liammoù-se 'zo pouezus-tre evit an dazont, ha chom stanket en ur ranndi pa vez kroget gant an oad gour, se 'zo diaes-tre", hervez Clément.
Finistère : l'info en continu
Finistère : les plus consultés
Un petit séisme ressenti dans le centre Bretagne
France Bleu Breizh IzelAu Guilvinec, l'inquiétude des pêcheurs côtiers face à la lente érosion de l'activité et au mur du gasoil
France Bleu Breizh IzelCrise de la pêche : "En tant qu'ancien marin-pêcheur, je n'ai plus les moyens de manger du poisson"
France Bleu Breizh Izel