Société

Diviz ar Yaou | ur bloaz zo, gwalldaolioù Charlie Hebdo hag an Hyper Casher

Par Nolwenn Quioc, France Bleu Breizh Izel jeudi 7 janvier 2016 à 20:57

65 000 den a oa e straedoù Brest d'an 11 a viz Genver 2015
65 000 den a oa e straedoù Brest d'an 11 a viz Genver 2015 © Maxppp

Il y a un an, une vague d'attentats endeuillait la France. Le 11 janvier, des millions de personnes descendaient dans les rues pour dire leur opposition au terrorisme. Le mot d'ordre : Je suis Charlie. Un an après, qu'en reste-t'il ? Réecoutez le débat en breton.

Ur bloaz zo e oa bet taget Charlie Hebdo gant sponterien. 12 den oa bet lazhet er gelaouenn, kazetennerien, tresourien met ivez tud a oa o labourat evit kempenn an ti ha poliserien. An deiz war lerc'h e oa bet lazhet ur boliserez e straedoù Montrouge, ha pevar den all pa oa bet taget ur gourmarc'had "kasher" e Pariz d'an 9 a viz Genver. Lazhet e oa bet an tri sponter hag o doa kemeret perzh en holl tagadennoù d'an deiz se ivez.

Pevar milion a dud er straedoù

Evit an holl e oa bet un dra dic'hortoz, digredus. Ne soñje ket deomp e c'hellfe c'hoarvezout seurt traoù e Frañs. Tud a oa diskennet er straedoù, e kêrioù zo, da vanifestiñ, diouzhtu d'ar merc'her 7, war lerc'h ar gwalldaol e Charlie Hebdo. Aozet e oa bet manifestadegoù bras d'an 11 a viz Genver, ha 4 milion a dud o doa kemeret perzh, er vro a-bezh. "Me eo Charlie" a oa ar frazenn arouez eus ar vanifestadeg-se.

Met petra a dalv bezañ Charlie ? Petra o doa c'hoant lavarout ar re a oa o vanifestiñ ? hag-eñ e oa bet ur gwir "spered eus an 11 a viz Genver", ha petra eo deuet da vezañ ? Penaos 'mañ kont gant ar gwir da lavarout e soñj ?

An dud pedet

  • Anjèle Jacq, skrivagnerez, sturmerez, ezel eus "galv Karaez", pe "Galv ar vretoned evit an demokratelezh ha gwirioù mab-den"
  • Patrig Herve, tresour, a vez  embannet e dresadennoù gant ar gazetenn Ya! dreist-holl
  • Tangi Kermarrec, kazetenner e France 3 e Tolosa

Adselaouit an diviz

Diviz ar Yaou - 7 a viz Genver 2016