Société

Douarnenez : un hentenn Div Yezh e skolaj Jean-Marie Le Bris ?

Par Tudi Crequer et Guy Le Corre, France Bleu Breizh Izel dimanche 10 janvier 2016 à 17:29

Skipailh Div Yezh Douarnenez
Skipailh Div Yezh Douarnenez © Radio France - Tudi Crequer

Goulennet e vez gant Div Yezh Douarnenez ma vefe krouet un hentenn e skolaj Jean-Marie Le Bris. "Mat e vefe evit kenderc'hel gant an hentenn a zo er skol kentañ derez" eme Katell Le Neures, ken-brezidantez ar gevredigezh.

Ar c'hoant a zo gant ar gevredigezh divyezhek e vefe krouet un hentenn e skolaj Jean-Marie Le Bris. "Deuet e oa Erwan ar C'hoadig eus Ofis publik ar brezhoneg da welet ac'hanomp evit kinnig ar raktres-mañ. Neuze, graet zo bet un enklask evit gouzout piv vije dedennet hag ur bochad respontoù hon eus bet", a zispleg Katell Le Neures, ken-brezidantez Div Yezh Douarnenez.

Trawalc'h a vugale 

War-dro 120 bugel a zo e skolioù divyezhek Douarnenez eus ar skol-vamm betek ar CM2. 17 CM2 a zo. "Ouzhpenn-se ez eus tud eus Plozeved a vije dedennet ivez", emezi. "Krouet zo bet hentennoù e lec'hioù all gant pemp pe c'hwec'h bugel hepken da gentañ penn. Amañ ez eus nav bugel oc'h en em ginnig. Emichañs e vo trawalc'h. Respontet e vo deomp e fin ar sizhun-mañ."

"Respontet e vo deomp e fin ar sizhun-mañ", Katell Le Neures, ken-brezidantez DY Douarnenez

Un hentenn a oa dija 15 bloaz-zo 

15 bloaz-so e oa dija eus un hentenn divyezhek e skolaj Jean-Marie Le Bris met, "ne oa nemet div pe deir eurvezh e brezhoneg bep sizhun. Setu, ne oa ket ur gwir hentenn e brezhoneg. Ar wech-mañ e vo 10 eurvezh da nebeutañ.

Chom hep mont betek skolaj Diwan Kemper 

E CM1 emañ Louis e skol Fañch Gwilhoù Douarnenez. "Va breur bras a gemer ar c'harr-boutin bep mintin evit mont betek Kemper. Ha me, m'eus ket c'hoant kemer ar c'harr-boutin eveltañ." Laouen e vefe ivez Elouan, e CM2, gouzout ez eus un hentenn e skolaj Jean-Marie Le Bris. "Dreist e vefe kaout ur skolaj brezhonek e Douarnenez. Met, me z'aio da Ziwan forzh penaos peogwir ez eus muioc'h a vrezhoneg.

"Lod a zo dedennet gant ar publik lod all gant ar prevez lod all gant Diwan. Evit lakaat ar brezhoneg da vont war-raok eo ret kinnig brezhoneg e pep skol er vro", eme Katell le Neures.

Partager sur :