E BREZHONEG | Digreskiñ al lastez en ur mod simpl ha fentus
Far Waste Objectif Zéro Déchet, setu anv pajennoù Facebook, Instagram ha chadenn YouTube Claire Cariou. Ar gelennerez yaouank a Waien a zo 'n em droet bloaz 'zo war zu digreskiñ al lastez. Gant he c'hamera ez a davet tud o tispakañ deiz kevrinoù 'vit produiñ an nebeutañ posubl a zilec'hioù.
Produ da walc'hiñ an ti, pe da implij er sal-dour, gant nebeut a dra e c'heller kregiñ da broduiñ nebeutoc'h a lastez. "Tu 'zo fardañ toaz-dent en un doare simpl-tre" eme Claire. O fardañ ar produioù e ouier resis 'pezh 'zo 'barzh, ha peurliesañ e vezont yac'hoc'h 'vit ar yerc'hed. Un doare eo ivez da zoujañ gwelloc'h deus an endro.
Boestoù e-plas seier plastik
An tri c'hard deus an danvez a bren Claire a zeu deus ar marc'had. Mont a ra hi gant he faner ha nac'hañ a ra ar seier plastik a vez roet gant ar goñversanted. "Goulenn a ran diganto lakaat al legumaj war-eeun em faner ha n'eus kudenn ebet". Ar peurrest a za da brenañ e stumm a-drak, oc'h implij en-dro seier paper pe boestoù gwer degaset ganti er stalioù.

Paouez gant ar boued adaozet
Divizet he deus Claire keginañ muioc'h, dre se e tigresk he c'hementad a lastez hag a bakadurezh. "Ne brenan ket gwipid ken" emezi, "fardañ a ran anezho".
Digresket he deus Claire he c'hementad a lastez a eizh kwech
C'hoari
"Arabat 'n em rediañ e mod strizh evit mont gant ar zero waste" eme Claire. Hi a zigresk he lastez 'vel ma vefe o c'hoari. Un trec'h eo eviti pa zeu a-benn d'en em zizober deus pakadurezh ha na servij ket. Deskiñ o vont dousig Dre videoioù Claire ha Far Waste Objectif Zéro Déchet e kaver kuzulioù liesseurt. Atalieroù a vez kinniget ingal ivez.
A-benn disul e kinnigo Claire un atalier e Gwaien evit digreskiñ e lastez er gegin, en-dro d'ar skaotaj ha d'al listri. Desket 'vo fardañ tawashi, da implij e-plas ar spouennoù.
Facebook : Far Waste - objectif zéro déchet
Instagram : farwaste_zd
YouTube : Far Waste
Selaouit Claire :
Claire, plac'h ar zero lastez